Anavezet mat eo ar gudenn gant difennerien ar c’helenn divyezhek brezhoneg/galleg er skolioù publik : kalzik a vugale a chom a-sav goude ar c’hentañ derez. Meur a abeg a zo. En o zouez, an diouer a ginnig : ne blij ket d’ar vugale ha d’o zud ober un hir a hent bemdez etre ar gêr hag ar skolaj, ha pa vefe evit kaout kentelioù e brezhoneg.
A-bouez eo neuze digeriñ hentennoù divyezhek nevez er skolajoù evit reiñ tro d’ar familhoù kavout ur skolaj tost a-walc’h outo ha gallout kenderc’hel gant an dibab o deus graet. E 2017, just-a-walc’h, e c’hallfe mont ar c’helenn divyezhek war gresk er skolajoù : kalzik a raktresoù zo war ar stern evit digeriñ hentennoù divyezhek.
E Kerne e vefe ar muiañ niver. Klasket e vo gouzout hag-eñ e vefe a-walc’h a vugale evit leuniañ klasoù divyezhek e Brieg, e Douarnenez hag e Kastellnevez-ar-Faou. Hentennoù all a c’hallfe bezañ digoret en Oriant hag e Plouha.
War a seblant ne oa ket kaozioù goullo komzoù ar rektor nevez, en doa embannet e felle dezhañ diorren an deskadurezh divyezhek e Breizh. Disklêriet en deus ivez e oa “un identelezh kreñv e akademiezh Roazhon. An emsavadurioù a rank kompren an dra-se ha n’eo klask mougañ anezhi”.
Souezhus eo pa soñjer en opsion “yezhoù Breizh” (gallaoueg ha brezhoneg), lakaet en arvar gant an adreizhadur diwezhañ. Petra eo soñj gwirion pennoù-bras an akademiezh neuze ? Gouvezet e vo e miz Gwengolo, pa vo digoret (pe get) hentennoù nevez. Ma toujer ouzh ar mennozhioù embannet avat, e vo labour evit ar gelennerien brezhoneg a-benn nebeut !
Mat da c’houzout evit ar re a vefe prest da dremen ar C’hapes.