Not your President ? Diwar-benn Prezidant nevez-dilennet AmeriKKKa

08315174-photo-donald-trump

Dislâret e oa bet rakwelerezh pevare galloud ar mediaoù pa ’c’h eas ar maout gant an embreger liesvilionour, Donald Trump, deuet da vezañ Prezidant nevez-dilennet $tadoù-Unanet AmeriKKKa. Ur paourkaezh den hag un heug hep mar ebet. N’eo ket ur souezh avat, rak evel-se emañ ar gevalaouriezh: bengas, kas ouzh an heñvelreizhidi ha gouennelour. Diazezet emañ ar gevalaouriezh war korvoadur ar muianiver, tennet gounid diwarnañ gant ur vegenn vihan etre he c’hrabanoù lodenn vrasañ ar chevañs, en o zouez ar prezidant nevez-flamm staliet en e balez alaouret, o tiskwel d’ar bed e binvidigezh hag e vlaz fall war un dro. Ezhomm he deus ivez ar gevalaouriezh eus ar batriarkiezh, hag implijet ar ouennelouriezh ganti ivez evit lakaat reuz etre ar vicherourien dre uhelaat live ar gevezerezh kenetrezi e-ser kreñvaat o hiniennelouriezh, gantañ da bal terriñ ar c’hengred etre ar pobloù hag an unvaniezh etre al labourerien/ezed. Lakaat a ray ivez ar Prezidant Trump ar gumuniezh LGBTIQ+ da vouc’h an aberzh a dalvezo dezhañ da lakaat an dud da glask diskoulm kudennoù o buhez e lec’h all estreget e diazezoù ar sistem e-unan…

Hag arabat krediñ e vije bet gwelloc’h an traoù gant Hillary e penn ar gouarnamant. Ne vije ket bet ken fall kentoc’h, ha nemet war c’horre. Pa seller un tamm pishoc’h e teuer da gompren n’eo Hillary hag he re nemet tu hegarat an hevelep moneiz : ‘loened disheñvel, memes kaoc’h’, evel ma lârer e saozneg. Gwir eo, n’eo ket politikerezh diabarzh he strollad-hi ken kilstourmer penn-kil-ha-troad evit ar pell a sell ouzh an aferioù sokial, met ken gwir all an hini eo ma ’c’h eo anezhi ken mevel an impalaerouriezh hag egile, ha hi bet savet a-du gant an argadenn vilourel a-enep da Siria hag o tifenn ar Stad Sionour.

Sañset en doa dilennadeg Trump distegnet ur wagennad feulster gouennelour. Kuriusat tra ! A-daol trumm e pled mediaoù ar sistem gant kudenn ar ouennelouriezh, dres evel ma c’hoarvezas ivez goude ar Brexit er Rouantelezh-Unanet, ha ni da grediñ ne oa ket anezhi ur gudenn ledan ha levezon ha gwriziennet don a-raok. Ha neoazh, n’eo ket ar ouennelouriezh un dra nevez e SUA evel-just, e-lec’h m’eo du pe hispano 59% eus an dud en toull-bac’h ha koulskoude n’int nemet 29% eus ar gevredigezh en holl, keit ha m’eo gwenn nemet 39% eus bac’hidi ar vro, hag int 64% eus ar gevredigezh… Setu aze ur gwirvoud chomet digemm a-hed gouarnamant Obama, o tegas da soñj maread hanbarzh ar gouennoù (achu e 1967). Ha daoust da liv kroc’hen an ez-prezidant, eo gantañ m’eo bet koachet torfedoù ar polis bet lazhet gantañ meur a Afroamerikan/ez, en ur glask sioulaat fulor al luskad Black Lives Matter. Ur gwir bleiz gwisket gant kreoñ un dañvad an hini eo, graet ‘kokozenn’ anezhañ en e vro a-wezhioù, da lâret eo unan du en diavaez met gwenn en diabarzh, e-keñver Trump, eñ bleiz hepmuiken. N’eus forzh penaos, daoust ha ma c’hellfed bet lakaet da grediñ ar c’hontrol, hervez ar pezh a ouzer, Hillary a zo ken bellgarour ha Trump, hag hi sur da gas da benn an hevelep politikerezh diazezet war an argad milourel he deus impalaerouriezh ar $tadoù-Unanet ezhomm diouti evit gallout kenderc’hel da vezañ ur vro dreistc’halloudus er bed.

A-drugarez d’e retorik poblelour e oa bet gouest Trump da dennañ gounid eus kerse bras ar re o doa fiziet en Obama ar wezh diwezhañ o krediñ e vefe degaset gantañ ur c’hemm bras – hep troc’hañ gant ar sistem, avat – en o zouez meur a vicherour/ez aet war baouraat er bloavezhioù tremenet. Ar memes doare poblelouriezh an hini eo hag a zo en em staliet er Frañs gant an FN pe c’hoazh e Stad Spagn gant Podemos ha Ciudadanos, en desped da bep o zu politikel disheñvel. Ur vandennad lorberion valc’h prometet gante cheñch penn da vazh ar statu quo sañset, o krediñ kaozeal e anv ‘ar bobl’ (gall pe spagnolat, evel-just), hep lakaat ar sistem en arvar, da lâret eo ar stad-vroad unvan diazezet war pennaenn an nevez-frankizouriezh.

Ne doujo ket Trump kennebeut d’ar bromesaoù bet lañset gantañ da geñver ar c’houlzad evit an dilennadegoù. Gwirheñvel eo krediñ, da skouer, na vo ket kreñvaet hag astennet ar voger etre Mec’hiko ha SUA (n’eo ket dav e sevel rak savet eo bet dija) peogwir e oar mat-tre he deus ekonomiezh e vro-eñ ezhomm eus dornioù-labour marc’had-mat an enbroidi dibaper, ha war un dro e talvezont evit izelaat ar goproù ar vicherourien hag ar micherourezed all, o tisrannañ neuze unvaniezh ha kengred o renkad. Bezo pe vezo e vefe gwall start dezhañ mont dreist da wall-rekord teñval Obama er c’heñver-mañ, bet skarzhet diouzh ar vro gantañ 2,5 milion a enbroad dibaber, da lâret eo 23% muioc’h evit er c’houlzad kent ha sifr uhelañ n’eus forzh peseurt gouarnamant ‘demokrat’ pe ‘republikan’ AmeriKKKa. Diaes eo krediñ ivez e vo kaset d’an traoñ gantañ adreizh ar gwarez sokial: n’eo ket peogwir emañ chalet gant yec’hed al labourerien/ezed, met kentoc’h peogwir e vez tennet ur gounid bras gant kompagnunezhioù asurañs digant arc’hant ar c’hefioù publik a-drugarez d’an Obamacare. Trump, Hillary, Obama… n’int nemet margodennoù evit kas da benn bolontez ar galloud gwirion en disgwel, sachet war o sifelennoù gant al lobbies e gopr ar c’hevala treuzbroadel, koulz e SUA hag e peurrest ar bed-holl.

Goude ma oa bet dilennet Trump o doa diskennet kalzig a dud e straedoù ar vro o huchal Not my President ! Bremañ avat e vo ret gortoz a-benn goût hag-eñ e vo tu da sevel diwarnañ ul luskad gwerinel aozet-mat ha gant palioù sklaer, gouest da badout en amzer, kentoc’h evit chom e live ur barrad fulor a c’hellfe kouezhañ en dilezidigezh hiniennelour da c’houde. Ret eo anzav ivez, diouzh an tu all, pa gemerer perzh e c’hoari meur an dilennadegoù e ouzer mat-tre penaos ec’h a en-dro ha pere eo ar reolennoù ha ret eo doujañ oute, plijo be blijo an disoc’h. Gwell a se n’he doa ket gounezet Hillary neuze, rak a-hend-all e vije ret dimp gwelet penaos e tiskenne paotred o c’hougoulioù uhel gwenn er straedoù o lakaat tan e kroazioù meur en ur huchal ‘N’eo ket hi ma frezidantez !’

C’hoari an daoustrolladegezh eo an alc’hwez evit touellañ an dud, o lakaat anezhe da grediñ e ranker dibab etre un tu pe egile nemetken – int-i o-daou e diabarzh ar sistem, evel-just –, un darn vras anezhe o reiñ o mouezh d’an hini na gavont ket ken fall hag egile, da lâret eo rediañ an dud da dibab etre an hini fall hag an hini fallañ c’hoazh. ‘Lakaat ar vouezh da dalvezout’ a reer anezhañ, evel ma c’hoarvezas da skouer e 2002 etre Le Pen ha Chirac pe c’hoazh etre Sarkozy hag an daouad Hollande-Valls. Met da betra hag da biv e talvez ? D’ar sistem, evel-just. Pa tifenner dieubidigezh vroadel ha dishualded sokial ar pobloù, da lâret eo pa vezer broadelour/ez ha sokialour/ez, e ranker chom hep kouezhañ er stign-se o treiñ kein d’hon uhelvennadoù, ha fiziañ kentoc’h ennomp-ni hon-unan, o labourat a-devri, uhel hon fennoù, evit kreñvaat an aozadurioù hag al luskadoù politikel emren o deus ezhomm ar vro dioute. Setu an dazeilad nemetañ evit diskoulmañ kudennoù buhez hon fobloù. Ret eo sellet en tu all d’ar pezh a ginnig dimp ar sistem kevalaour gall evit kregiñ da gerzhet war hent ur republik poblek ha dieub da vat.

> Neal Baxter

Neal est originaire d'Angleterre, mais vit en Galice. Il est polyglotte et est membre du BNG.