
Tapis ruz, poltrederien, saeoù brav ha gwiskamantoù cheuc’h, heñvel a-walc’h ouzh festival Cannes e oa deuet da vezañ Sal Tangi Malmanche e Plabenneg digwener dremenet. The place to be e oa zoken ! Skignet e oa bet evit ar wech kentañ er bed ar stirad hirc’hortozet C’hwi a gano ! Ur stirad mod c’hoarigan amerikan pe saoz, siellet “produet e Breizh”, pe “produet e Bro-Leon” kentoc’h dre m’eo bet graet pep tra e korn-bro Plabenneg.
Un nozvezh a-feson a oa bet prientet gant renerien ar stirad nevez-mañ a vo embannet e bemp rannad bep Sul adalek hiziv war YouTube. Souezhadennoù a bep seurt, atersadennoù gwir an aktourien hag ar skipailh ren, dirak un 300 bennak a arvesterien. Ur mennozh ganet e spered div blac’h yaouank, Perynn Bleunven ha Justine Morvan, ur reuziad amzer ’zo. Awenet int bet gant o eñvorennoù krennardezed hag ar filmoù a blij dezho. Heuliet e vez Lili e-barzh he lise An Nor Digor, ul lise gouestlet d’an arzoù : dañs, kan, sonerezh,… Diaes eo dezhi kavout he flas etre ar pezh he deus c’hoant da vezañ hag ar strolladoù all, dreist-holl al Leon Bitches, gwir steredennoù al lise.
Ezhomm a zo bet eus kalz tud evit ober war-dro pep tra : filmañ, frammañ, c’hoari, aozañ, ober war-dro an dud a-youl vat,… Filmet e oa bet ar rannadoù e-pad div sizhun e fin miz Eost diwezhañ. Un disoc’h brav, dreist-holl pa ouzer n’eus ket bet lakaet tost gwenneg ebet e-barzh, an dafar zo bet prestet dezho hag an aktourien a oa a-youl vat.
Un dra nevez eo e bed ar brezhoneg hep mar ebet, un dra hag a blijo kalz d’ar re yaouank, peadra da ziskouez da dout an dud ar pezh a c’haller ober e brezhoneg. Plijusoc’h c’hoazh eo dre ma vez santet eo naturel implij ar yezh ha n’eo ket un ober stourm e mod ebet. Meuliñ a ranker labour an holl dud o deus kemeret perzh er raktres-se. Ur skouer vat eus ar pezh a c’haller ober pa vezer mennet ha pa chomer hep lavaret “n’omp ket gouest”.
Kit ’ta da welet ar rann gentañ.
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !
