Dibaoe diwezh ar stal-levrioù Ar Bed Keltiek n’eus stal-levrioù ebet diwar-benn Breizh hag ar broioù keltiek e Brest. Sed aze ar pezh en deus soñjet Jeremi Kostiou, ur paotr yaouank a 26 vloaz, startijenn ennañ ha leun a raktresoù dalc’hmat. Goude bezañ savet e di-embann Nadoz-Vor Embannadurioù e fell dezhañ mont war-zu ar gwerzhañ levrioù eeun gant an dud. A bep seurt a vo kavet : romantoù, buhezskridoù, barzhoniezh, c’hoariva, bandennoù-treset, levrioù istor… e galleg, e brezhoneg hag e gallaoueg. Met estreget ur stal-levrioù e vo met ivez ul lec’h evit komz gant ar skrivagnerien, sellet ouzh filmoù, pakañ ur banne kafe, c’hoari hag all.
Evit dont a-benn da sevel e stal-levrioù e c’houlenn ar paotr yaouank sikour digant an dud war ar gensavenn Kengo, crowfunding a Vreizh. Rak pep tra zo da adober e-barzh. Dav eo tizhout 70% da nebeutañ evit bezañ arc’hantaouet gant ar rannvro. Ur sizhun a chom. Neuze m’ho peus c’hoant sikour da seveniñ ar raktres-se, gouzout a rit petra ober.