Kengred gant HDP e Roazhon

hblombgkimhmfjpp

En tu all da 1000 den zo en em gavet e Roazhon d’ar Sadorn 5 a viz Du evit embann o c’hengred gant Strollad demokratel ar pobloù (HDP). E Turkia eo bet toullbac’het pennoù bras ar strollad kleiz ha digreizennour diwar urzhioù ar prezidant Erdogan. Ur bazenn ouzhpenn war-zu an diktatorelezh hag ar brezel, hervez ar vanifesterien, a c’houlenne groñs e vefe ur respont diplomatek prim ha kalet a-berzh Unvaniezh Europa.

Da soñj Nil Caouissin, mouezh-aotreet UDB, en doa kemeret ar gaoz e fin ar vanifestadeg, e teufe bremañ Turkia an diktatour-prezidant Erdogan da vezañ ken dañjerus hag ar Stad Islamour : daoust ma c’hallfe an eil bezañ trec’het, an hini kentañ avat a zo un arme kreñv dindan e urzhioù, hag emañ o kregiñ gant ur brezel nevez a-enep ar Gurded dreist-holl.

> Ar Skridaozerezh / La Rédaction

Rédaction. Le Peuple breton est un site d'information en ligne et un magazine d'actualité mensuel – en français et en breton – imprimé à 4 000 exemplaires chaque mois. Ils sont tous deux édités par Les Presses populaires de Bretagne, maison d'édition associative basée à Saint-Brieuc. L'équipe de la rédaction, entièrement bénévole, est animée par une centaine de rédacteurs réguliers dont des journalistes professionnels.