Reuz a zo e skol-veur Korsika ! Dibaoe disadorn paseet ez eus pemp stourmer o plediñ gant un harz-debriñ evit diskouez o c’hengred gant an tri stourmer all a zo bet lakaet en toull-bac’h, Nicolas Battini, Ghisé-Maria Verdi ha Stéphane Tomasini. Kondaonet int bet a 8 vloaz, 6 vloaz ha 5 bloaz a doull-bac’h evit bezañ taget isprefeti Corte d’ar 1añ a viz Ebrel 2012 gant un oto-maout.
Hervez an holl eo bet un diviz kreñv tapet gant lez-asizoù Pariz e karg an aferioù sponterezh. Hag an dra-se zo bet kavet direizh penn-da-benn gant tud Korsika. Un doare da c’hourdrouz ar re a vefe dedennet gant seurt taolioù da chom sioul en o c’horn. Ur sin fall eo a-berzh Pariz abalamour ez eo siouloc’h ar jeu abaoe diwezh stourm armet FLNC. Ar vroadelourien zo bet dilennet e 2014, ar pezh a ziskouez e fell da bobl Korsika kavout un diskoulm peoc’hus ha demokratel. An diviz-se ne laka ket an traoù en o flaen.
Ha kement-mañ en deus lakaet studierien skol-veur Corte da vont e fulor. Eno e oa studier Nicolas Battini en aotreegezh istor hag en aotreegezh lizhiri ha sevenadur Korsika. D’ar Yaou 7 ha d’ar Gwener 8 a viz Here e oa bet stanket kampus ar skiantoù er skol-veur gant an holl sindikadoù (a zo broadelourien eno). Ar memes deizioù hag al Lun goude war gampus ar gwir hag al lizhiri. Gant harp ar gelennerien evit doare. Hag aozet e oa bet emvodoù ha pik-nikoù dirak isprefeti Corte. Kann a zo bet un tammig, un nebeud boutailhadoù zo bet stlapet war girri-samm ar CRSed. Ur respont kreñv eus o ferzh hervez an dud a oa war al lec’h. A-benn ar fin ez eus bet muioc’h a zrailhaj eget gant taol Battini hag e gomperien.
Mont a ra pelloc’h ar stourm gant un harz-debriñ bremañ. Pevar den diwar ar pemp o kregiñ gant o harz-labour zo ezel eus ar sindikad Ghjuventu Independentista, hini Nicolas Battini. E-barzh un iliz e Corte emaint. Da heuliañ neuze…