En ul levr berr, dedennus, skrivet en un doare sklaer ha didro, e vez kontet deomp un istor gant Charlie Grall : hini « Breizh Info », ur gazetenn eus an tu-kleiz, krouet gant ur skipailh emsaverien er bloavezhioù 1990. Ne vez ket embannet ken abaoe pell, met adtapet eo bet an anv war ar rouedad gant ul lec’hienn, ur « Breizh Info » mod nevez… a zo e gwirionez maskl an tu-dehoù pellañ e Breizh. Meur a hini zo bet touellet.
Abalamour d’ar riskl-se en deus divizet Charlie Grall embann e levr, a ziskouez splann pegen disheñvel e oa mennozhioù ar gwir « Breizh Info » diouzh re an hini a skign pennadoù heugus war ar rouedad hiziv-an-deiz. C’hwerv eo dezhañ gwelet anv ar gazetenn implijet gant tud tost d’an FN, pa oa unan eus stourmoù pennañ Breizh Info enebiñ ouzh an FN e Breizh just-a-walc’h !
E-touesk ar pajennoù e vez roet deomp un damsell war an darvoudoù politikel e Breizh e fin ar bloavezhioù 1990, d’ur mare ma oa dister c’hoazh levezon strollad ar familh Le Pen e Breizh. Klask a raent en em wriziennañ er vro memestra, ha prenet e oa bet un ti-moullañ breizhat gant unan eus kenaduerien ar strollad, Le Rachinelle e anv.
Gantañ e voe kaset Breizh Info ha Le Peuple breton dirak al lez-varn, tamallet dezho bezañ embannet un enklask a ziskoueze liammoù Le Rachinelle hag e embregerezh gant an tu-dehoù pellañ… hag un digresk spontus war e werzhioù da c’houde ! Aet ar maout gant an div gazetenn vreton a-benn ar fin, ken sirius ma oa bet al labour enklask. Istor an darvoud-se an hini eo a ya d’ober danvez pennañ al levr.
Kontañ a ra ivez penaos e oa bet skarzhet izili an FN eus ur vanifestadeg aozet e Kemper. Diouzhtu e soñjer er strolladig faskourien deuet da louzañ manifestadeg Breizh Unvan e miz Gwengolo… D’ar mare-se, avat, e veze komprenet mat gant emsaverien ’zo penaos e c’halle bezañ implijet skeudenn an tu-dehoù pellañ evit noazout d’an Emsav a-bezh.
Gant ma c’hello levr Charlie Grall lakaat empennoù ’zo en Emsav d’en em soñjal war dañjer an tu-dehoù pellañ, ha diskouez en diavaez pegen pell emañ mennozhioù ar re-se diouzh raktres an emrenourien hag an dizalc’hourien wirion.
Ur goulenn a chom memestra. Hervez Charlie Grall n’eus ket bet goulennet un aotre gant tud al lec’hienn faskour evit adimplijout an anv Breizh Info. Daoust ha perak neuze n’eus ket bet eus ur prosez a-enep dezho ? Un abeg zo, sur-a-walc’h, met pehini ?
Breizh Info et l’imposture de l’extrême-droite, Charlie Grall, embannet gant Spered Gouez, 2016.