Burkini !

defile-burkini-nouvelle-zelande

« Daoust ha m’eo ar vrennidenn un ijinadenn diboell, difenn ar maouezed d’he gwiskañ a vefe ur voustrerezh ouzhpenn evite ».

Germaine Greer, Ar vaouez spazhet (1970)

Evit kompren mat an traoù, ha dreist-holl an darvoudoù kevredigezhel, e ranker lakaat anezhe e bep o c’henarroud. En hañv tremenet-mañ e oa ma tarzhas jeu ar burkini war aodoù ar Frañs abalamour d’ur c’heloù faos bet lañset gant ar mediaoù. Ha daoust ha m’o doa ranket dislâret anezhañ da c’houde, ur wezh skignet ar gaou-se e teuas gwall diaes d’he lakaat da herzel da redek ha d’en em silañ e empenn an dud, re brest an darn vrasañ anezhe d’he c’hrediñ… Hag evel-se he oa deuet a-benn d’en em staliañ mat ar gredenn ma vez plantet reuz er c’henvevañ keodedel c’hwek gant ar burkini, ha pelloc’h gant n’eus forzh peseurt dilhad islamek all, evel-just. Arabat ankounac’haat neuze penaos e krogas an afer-mañ evit kompren penaos eo aet war gresk da c’houde ha penaos e ranker komz eus islamgasouriezh en degouezh-mañ.

Gant ar gwalldaol bet kaset de benn e Niça da geñver gouel broadel Frañs en diadreñv, e tivizas ken buan all an eil ti-kêr goude egile berzañ ar burkini war an aod, gant danevelloù-stadañ ha telloù-kastiz da heul. Betek un tregont bennak en holl, an tu-dehoù (LR) pe an tu-dehoù pellañ (FN) e penn an darn vrasañ anezhe hag o sevel a-du gante koulz Marine Le Pen hag ar C’hentañ Ministr « sokialour ». Dav eo derc’hel soñj ivez eus ar fed ma oa bet disklêriet null an diferadoù-kêr-se peogwir n’a ket ar burkini – gwall heñvel eus ur sae-splujañ hepmuiken pa seller mat – a-enep d’al lezenn rak ne vez ket kuzhet an dremm gantañ ha chom a ra er-maez eus berz an arouezioù relijiel er skolioù.

Skignet e oa bet ar faos keloù-se ouzhpenn da goulz an pikol displegadenn soudarded paeet gant ar Stad (da lâret eo gant an druajidi, katoliked pe get) evit diwall d’ar birc’hirined, Ministr an Diabarzh en o zouez, aet da Lorda e kenkaz he dije ar Werc’hez re a draoù d’ober war o zro evit klevet oute. Hag int-i en em vodet eno e koun ar beleg Jacques Hamel evit « pediñ evit ar Frañs », gant ar c’hure dibennet-se deuet da vezañ arouez nevez ar « bobl » unanet tro-dro d’ar gatoligiezh ha sevenadur ar Frañs a-enep d’an islamouriezh daonet. Ha war un dro en em gave ar Prezidant Hollande gant ar Pab Frañsez er Vatikan evit trugarekaat an Iliz Katolik e-unanig-penn da vezañ « sikouret unvez ar Frañs »… Bevet likelezh ar Republik Gall !

Ret eo lakaat an traoù sklaer abaoe ar penn-kentañ. Ne difennan gwisk ret ebet, na pa vez rediet gant ur relijion bennak, na pa vez rediet dre guzh gant reolennoù ur gevredigezh resis, dreist-holl pa denn seurt reolennoù d’ar maouezed hepken evel ma c’hoarvez peurliesañ: nag ar seulioù uhel hag ar c’horfkennoù « dibabet dre ret », na stennañ an treid, nag an tzniout, kevatal d’an hijab islamek er yuzevegezh, ret hervezañ d’ar gwragez euredet gronnañ o daouilin hag o daoulin en ur guzhat o blev gant ur meni tog pe c’hoazh gant ur berukenn. Hag arabat krediñ e vez kaset betek penn seurt reolennoù gant muzulmiz radikal nemetken, daoust ha ne vez ket kaoz er mediaoù eus tropadoù all evel sektennoù yuzev dreistreizhkredennour ’zo gwisket ar frumka gante pe c’hoazh dilhadoù-kouronkañ heñvel-poch ouzh ar burkini, da skwer.

Anat eo, n’eo ket ar burkini n’eus forzh peseurt doare pezh-dilhad, seul wezh ma talvez da lakaat war wel kredennoù relijiel ar merc’hed a wisk anezhañ, dres evel kippa ar yuzevion pe c’hoazh gouel al leanezed katolik… Ha koulskoude, betek-hen n’eus ket bet klevet komz eus an archerion c’hall o rediañ maouezed da diwiskañ seurt dilhad dirak an holl el lec’hioù foran, zokennoc’h pa vezont o tiskuizhañ war an draezhenn. Abalamour da se an hini eo ma ranker komz eus islamgasouriezh en degouezh-mañ dre ma vez skoet ar merc’hed muzulman nemetken gant begoù o zog ouzh o gortoz war ar riblenn. Hag ur vezh ouennelour gwelet pevar paotr Mai-Robin armoù gante en o chakodoù o vezhekaat ur vaouez dre rediañ anezhi d’en em damdiwiskañ a wel d’an holl, dres evel polis relijiel Arabia Saoudat, kea… Harellerezh hag heskinerezh an hini eo en abeg d’ar c’hredennoù hinoniel ha d’ar rev.

Tud ’zo o deus keñveriet rediañ ar maouezed d’en em dizober eus ar burka gant ar fed ma veze devet ar paranja en Ouzbekistan soviedel er bloavezhioù 1920 evel arouez dieubidigezh ar maouezed. Un diforc’h bras ez eus, avat, etre en em diwiskañ a-youl vat ha bezañ rediet d’hen ober gant unan bennak all. Unan eus luganoù brudetañ ar wregelouriezh er bloavezhioù ’60 e oa deuet da vezañ ar frazenn « Devit ho prennidennoù! », met d’ar c’houlz-se ne dremenfe ket e penn stourmerez ebet mont da lemel brennidennoù ar maouezed all digante evit o dieubiñ dre heg. Goût mat a ouient ne c’hell sevel an dieubidigezh wirion nemet pa tiwan an emskiant a gas d’un dibab hiniennel don. Ha daoust ha ma c’heller souten e vez moustret ar maouezed gant an hijab, den ebet n’en deus ar gwir da rediañ ur vaouez na d’e wiskañ na da chom hep e wiskañ nag, evel-just, d’e lemel a wel d’an holl.

Un droukdiforc’h an hini eo pa vez skarzhet plac’hed diouzh skolioù publik ar vro abalamour ma wiskont ur mouchouer war o fenn (ha n’eo ket ur ouel o kuzhat o dremm) pe c’hoazh ur vrozh sañset da vezañ re hir! Ar merc’hed na fell dezhe o diwiskañ pe na c’hell ket diwar gwask o familh n’o deus nemet daou hent dirake : pe chom hep mont d’ar skol pe mont d’ur skol relijiel, pa vez kavet unan. Un diskoulm lik eus ar wellañ ’ta : merc’hed didesk pe desevet en un aergelc’h relijieloc’h c’hoazh. Kondaonet eo bet kemend-all gant ar gevredigezh Human Rights Watch ha pa gendalc’h an traoù evel-se er Frañs a-benn nebeud n’hallo ket ar maouezed muzulman kuitaat o zi. Pebezh dieubidigezh evit ar merc’hed !

Diouzh an tu all, emañ ar pennadurezhioù gall o c’hoari gant an tan ha n’eo ket ur souezh neuze pa vez devet o bizied gante, N’eo ket gwall diaes kompren perak eo bet dibabet ar Frañs gant ar Stad Islamek (Daech) evel unan eus o falioù pennañ evit kas da benn o zaolioù en Europa. An doare gwelloc’h eo c’hwezhañ war an tan dre gwalldiforc’hañ ha lakaat da dorfedourion un darn eus ar boblañs, ha int arlezekaet ha taolet ar bec’h warne peurliesañ dija, evit dont a-benn da radikalekaet a re a gav dezhe n’int ket lodenn eus ar gevredigezh « reizh ». Marteze a-walc’h eo hennezh a pezh a glaskont, da lâret eo krouiñ bouc’h ar bazhadoù, dres evel ma reas an Nazied en Alamagn gwezhall gant ar yuzevion/ezed evit lakaat an dud da sellet d’an tu all a-benn gallout dic’hizañ ar sponterezh-stad kaset da benn gante-i bemdez dre ar bed evit kenderc’hel gant an impalaerouriezh nevez-trevadennel a fell dezhi lakaat o skilfoù war danvezioù naturel ar broioù mac’homet gante war digarez ur vrezel santel a-enep d’ar jihaderezh.

Krouiñ ur frailh sokial o lakaat penn-ouzh-penn lodennoù disheñvel e-touez renkad al labourerion/ezed hervez liv o c’hroc’hen pe o c’hredennoù relijiel a dalvez ivez evit chom hep kaozeal ken eus kudennoù grevus all a sko war-eeun warne holl, koulz war an eil re hag ar re all. Divide et impera ! N’eo ket gwall souezhus ’ta gwelet penaos e eo bet lazhet tamm-ha-tamm ar manifestadegoù bras meurbet a-enep da bolitikerezh ar gouarnamant keit ha m’eo bet pouezet war an ezhomm mallus da unvaniñ ar Frañs « hengounel » tro-dro d’an triliv, da lâret eo gwenn ha katolik, a-enep da c’hourdrouz ar gouezerezh islamek.

Evit doare, un neb ne c’hell bezañ « dieub » nemet pa reer hervez patromoù « gall » resis. A-hend-all e vez nac’het an hevelep gwirioù ouzh an holl re all, bet ganet war douar santel Janed Ark pe get. Anv ebet ivez er vammvro unvan-se eus ar genvreudeuriezh etre ar pobloù dindan beli ar Frañs, gante yezhoù, kredennoù ha livioù liesseurt, legad trevadennel an amzer dremenet hag an amzer a-vremañ.

Ha krediñ a reont c’hoazh komz eus liberté, égalité ha fraternité ! Pebezh pilpouzerezh !

> Neal Baxter

Neal est originaire d'Angleterre, mais vit en Galice. Il est polyglotte et est membre du BNG.