Dispar Amzer : boulc’het e vo fenoz !

disparamzer

Da-geñver 20vet Gouel Emglev Bro Douarnenez eo bet cheñchet anv ar gouel, evit an anv Dispar Amzer. Kement ha tremen un Diskar-Amzer plijus e vo roet da welet ur yoc’h a draoù e-kerzh an tri miz du da zont.

C’hwezek darvoud a vo aozet etre ar 1añ a viz Here hag an 10 a viz Kerzu tro-dro da sevenadur ar vro hag ar brezhoneg. Strewet e vint e bro Douarnenez betek bro ar C’hab hag Enez-Sun zoken. Forzhik traoù o vezañ e Douarnenez memestra. Sonadegoù, c’hoariva, kontadennoù, filmoù, prezegennoù, kejadennoù tro-dro d’al lennegezh, pourmenadennoù, stajoù kanañ pe keginañ. A bep seurt traoù evit plijout d’an holl, gant ar c’hoant lakaat ar brezhoneg war-wel.

Kroget e vo fenoz e Beuzeg-ar-C’hab gant ur sonadeg-fest-noz : Duo du bas, Le Bour/Bodros ha Trio Cabana, sonerezh a Vro-Brazil. A-benn dimeurzh 4 a viz Here en em gavo ar gouel e Douarnenez evit skignadenn ar film “Ti an Emzivaded” e brezhoneg. Muioc’h a ditouroù a c’hallit kavout war lec’hienn Emglev Bro Douarnenez. Kit ’ta neuze da welet ha da gemer perzh en darvoudoù dispar-mañ !

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]