E Berlin e oa bet ijinet al lochoù-se un nebeud bloavezhioù ’zo. Dibaoe e vroñsont un tammig e pep lec’h e Frañs. Pep hini a c’hall lakaat ar pezh a fell dezhañ e-barzh : dilhad, levrioù, taolennoù, dafar an ti, c’hoarioù,… betek an distoufer. Bitrakoù hag a chome da ruzañ er c’hav alies-mat met a zo mat da vezañ implijet c’hoazh. Kavet e vez a bep seurt, hag an holl draoù evit netra. Ar pal eo lakaat un dra e-barzh evit un dra kemeret.
Betek-henn e veze anavezet muioc’h komdoboù evit al levrioù kentoc’h, er c’hêrioù bras peurvuiañ. Gant ar “givebox” e c’haller mont pelloc’h c’hoazh gant ar c’henskoazell. Seurt lochoù a vez kavet un tammig e pep lec’h, pe e vije e kêr pe e vije war ar maez. Un doare da stourm ouzh ar gevredigezh beveziñ hag ar foeltrañ. Dleout a rafe bezañ anavezet muioc’h.