A-raok an hañv e oa bet embannet gant Pobl Vreizh penaos e veze lakaet an dud da baeañ re ger o bilhedoù tren gant an SNCF : ar prizioù izeloc’h kinniget gant ranvro Breizh evit beajoù zo ne vezent ket kinniget nag el lec’hienn voyage-sncf.com, nag e mekanikoù an tiez-gar. Kalz a dud a bae keroc’h eget ar priz gwirion, dre ma ne ouzont ket e vefe marc’had-matoc’h prenañ o bilhedoù dʼan degemer war-eeun, pe e lecʼhienn TER ar rannvro, ter.sncf.com/Bretagne.
Evit reiñ da c’houzout d’an dud pelec’h prenañ o bilhedoù ha chom hep paeañ re ger, e vo gwelet izili Unvaniezh Demokratel Breizh en tiez-gar adalek miz Gwengolo. Hervez Nil Caouissin, mouezh-aotreet ar strollad e vefe « ar mare gwelañ evit hen ober. E miz Gwengolo e vez aketusoc’h an dud ouzh prizioù a treuzdougen, abalamour d’an distro-skol evit ar re o deus bugale, pe evit ar studierien. Pouezus eo lakaet anezho da c’houzout e c’hallont paeañ nebeutoc’h. (…) Klasket e vo ivez pouezañ war an SNCF evit ma kinnigo ar prizioù rannvroel el lec’hienn voyage-sncf.com hag e mekanikoù en tiez-gar. »