A-vec’h embannet disoc’h ar referendom diwar-benn ar Brexit en doa diskleriet Sinn Féin e rankfe bezañ aozet an abretañ ar gwellañ ur referendom all diwar-benn unvaniezh Iwerzhon. Birvilh a zo war an Enezenn C’hlas dibaoe.
Kaoz a zo e pep lec’h eus an dra-se. War-lerc’h Sinn Féin eo Fianna Fáil, Fine Gael ha Social Democratic and Labour Party, da lâret eo ar strolladoù pennañ er Republik, o deus embannet o soñj ha goulennet e vefe aozet ur referendom. Ur c’henemglev a zo gant hogos an holl war an enezenn war-bouez ar strolladoù lealourien e Norzh-Iwerzhon. Koulskoude e Norzh-Iwerzhon ivez e vez arc’het ur referendom, gant ar boblañs. Ar gazetenn Belfast Telegraph, eus tu an unanourien, he doa savet ur sontadeg war he lec’hienn : daoust hag-eñ e tlefe bezañ aozet ur referendom diwar-benn an harz etre Norzh-Iwerzhon hag ar Republik ? Ouzhpenn 16 000 vot ha 72% o doa respontet ya !
Kalz a intrudu a zo er vro a-bezh evit difenn unvaniezh Iwerzhon : emvodoù publik, flash-mob, sontadegoù,… Ur gwir avel a esper a santer eno, gant ul lusk entanet evit ur raktres entanus : unvaniñ ar vro. Un tammig evel e 2014 e Skos, santet e vez ez eus ur skod a-bouez-ruz, hag an holl a gemer perzh mod pe vod, pe a ro e savboent.
Ur studiadenn kaset da benn gant ur greizenn enklask skol-veur e Kanada etre miz Eost ha miz Du 2015 he deus brasjedet e kreskfe ar PDK (Produadur Diabarzh Kriz) a 25 milion a lurioù a-benn eizh vloaz goude an unvaniezh. Profitañ a rafe an unvaniezh d’an Norzh dreist-holl met an daou du eus an harz a-vremañ a dennfe gounid eus ar pezh mell cheñchamant-mañ. Ar goulenn nemetañ a chom neuze eo pegoulz e vo aozet ar referendom-mañ ?
Hiziv emañ Theresa May, Ministrez Kentañ ar Rouantelezh-Unanet, e Belfast evit komz eus ar pezh a zeuio da vezañ Norzh-Iwerzhon goude ar Brexit. Klaoustre he do mor hag avel er c’henarroud-mañ, abalamour m’he deus lâret e tifenno kousto pe gousto unaniezh ar rouantelezh.
Ur pont a dud etre kontelezhioù Tyrone ha Donegal dec’h.