Bali Breizh d’ar Sadorn vintin?

bali breizh

Bali Breizh, an abadenn vrezhonek skignet gant Frañs 3 d’ar Sul vintin da 11e, a c’hallfe tremen d’ar Sadorn vintin da 11e. Aon o deus difennerien ar brezhoneg er skinwel rak e vefe kalz nebeutoc’h a dud o sellout ouzh an abadenn d’ar Sadorn.

Estreget ar vrezhonegerien a c’hall heuliañ an abadenn, istitlet ma vez e galleg. Ur mod d’ober anaoudegezh gant ar yezh a c’hall bezañ Bali Breizh evit meur a zen. Lakaat an abadenn en arvar a yafe en tu kontrol d’ar pezh a oa bet goulennet tri bloaz zo gant ar c’huzul rannvro ha labourerien Frañs 3 Breizh da lavaret eo kreñvaat rann rannvroel ar chadenn ha reiñ muioc’h a blas d’ar brezhoneg enni.

Hervez hon titouroù e vefe dilennidi eus kuzul rannvro Breizh o klask pouezañ war renerezh Frañs 3 Breizh evit ma chomfe Bali Breizh d’ar Sul.

> Nil CAOUISSIN

Nil Caouissin est professeur d'histoire, de géographie et de breton. Il est conseiller régional de Bretagne depuis juin 2021. Il siège dans le groupe d’opposition “Breizh a-gleiz - Autonomie, écologie, territoires”.