Skipailh Breizh en Ardeven gant o mailhurenn nevez.
E-barzh niverenn Pobl Vreizh miz Even e oa bet gouestlet ur pennad da skipailh Breizh mell-droad gouezelek dija. Kenderc’hel a reomp d’ober bruderezh evit hon skipailh. Ur sizhun ‘zo e oa bet dalc’het ur c’hrogad c’hoazh a-enep da skipailh Bro-C’hall en Ardeven. Aet ar maout gant ar C’hallaoued, 60-11. Met kresket live ar Vretoned evit doare. An eil pleustradeg e oa goude unan e Liverieg e miz Mae.
Un taol brav eo bet evit ar sport-mañ, kalzik a dud a oa deuet da welet ar c’hoarierien, un 300 bennak tro-dro d’an dachenn. Hag ur bochad tud yaouank eus ar vro o deus bet tro da bleustriñ evit ar wech kentañ. War a seblant e vefe ul lodenn vras anezhe prest da sevel ur skipailh er vro. Mediaoù a oa deuet ivez da rentañ-kont eus ar match etre Breizh ha Bro-C’hall. Un taol-kaer neuze.
Bremañ o deus ar c’hoarierien ur programm embregerezh-korf start evit bezañ yac’h-pesk da-geñver Kib ar Bed e Dulenn e miz Eost, etre ar 7 hag an 13. Gouzout a reont a-enep da beseurt skipailhoù e c’hoariint : Galiza, Afrika ar Su ha New-York. An daou gentañ hepken a c’hallo mont d’an eil tro. War-bouez Galiza e vo skipailhoù dianavezet evit ar Vretoned. Hetiñ a reomp chañs vat ha plijadur dezhe !