Warc’hoazh e vo tennet ur wech c’hoazh ur misil M51 e donvor Penmarc’h er Vro Vigoudenn. E 2013 e oa bet tennet unan dija, ha c’hwitet an taol gant ar morlu. Ur misil 12 metrad uhelder, gouest da zougen bombezennoù nukleel 600 gwech kreñvoc’h eget bombezenn Hiroshima. Evit Kevread a-enep nukleel Breizh ne vez ket doujet ouzh an emglevioù etrebroadel da virout en em ledfe an armoù nukleel. Hag ouzhpenn da se e koustfe 120 milion a euroioù an taol-arnod-mañ. Pa soñjer e vez digresket un tammig a bep tu ar budjedoù hag e vez goulennet strivoù digant ar Frañsizien ez eus peadra d’en em soñjal war an afer-se. Un doare iskis a-walc’h da brientiñ ar peoc’h.
Difennet eo d’ar besketaerien mont war vor abaoe dec’h betek diriaou a zeu. E kenkaz e tarzhfe en-dro ar misil evel ar wech diwezhañ. Disul e oa en em vodet ur c’hant manifester bennak, galvet gant an Emsav evit ar Peoc’h. Dirak tour-tan Eckmühl e oant evit sevel a-enep d’an tenn misil ha goulenn an dizarmañ nukleel.