A-benn an 23 a viz Even e vo dalc’het ar referendom er Rouantelezh-Unanet diwar-benn e blas e-barzh Unvaniezh Europa. Hervez ar sontadegoù diwezhañ ez afe an tu-gounit gant ar re a-du evit kuitaat UE. Dec’h e oa bet aozet un tabut er skinwel etre Nicola Sturgeon, ministrez kentañ Skos ha Boris Johnson, maer kozh Londrez hag un nebeud politikerien all eus an daou du. Mirourien a vez kavet en daou du, ar pezh a ziskouez mat pegen disrannet eo strollad David Cameron diwar-benn an dodenn-mañ.
Un tabut entanet eo bet hervez an arbennigourien. Nicola Sturgeon zo bet taget war ar fed ne vefe ket doujet ouzh disoc’h ar referendom diwar-benn dizalc’hiezh Skos ma ‘z aje an tu-gounit gant tu Boris Johnson. Ne vije ket hi un demokratez oc’h aozañ un eil referendom. Hi he deus taget an tu all diwar-benn o arguzennoù evit kuitaat Unvaniezh Europa. Embann a ra Johnson e vez kollet £350 milion bep sizhun gant ar Rouantelezh-Unanet o vezañ e-barzh UE. «Ur gaou penn-da-benn» hervez Sturgeon, «Hon perzhiadur da UE zo nebeutoc’h eget ul lur evit pep hini ac’hanomp bep sizhun. Met petra hon eus evit an arc’hant-se ? Frankiz da veajiñ hon eus. Ur marc’had a 500 milion a dud hon eus. Ar chañs hon eus da genlabourat evit chom e surentez. Sed aze ar pezh a vez gounezet». Tagañ a ra Johnson an divroidi hag eñ ha difenn ur sistem evel e Aostralia. Nicola Sturgeon he deus degaset soñj d’ar berzhidi e kemeront o lod e-barzh ekonomiezh ar vro hag ezhomm o deus dioute. Evit echuiñ he deus lâret da Johnson e oa o kabaliñ evit bezañ ministr kentañ ar Rouantelezh-Unanet, da lâret eo evitañ e-unan, he n’eo ket evit souten an dispartiañ gant UE evit gwir. C’hoarioù ar bolitikerien… Daou zoare da welet o c’hevredigezh dreist-holl !
Dont a raio buan a-walc’h bremañ ar referendom, klaoustre e vo reuz dreist-holl ma vez diforc’hioù bras etre Bro-Saoz hag an teir broad all e keñver an disoc’hoù. Daoust hag-eñ eo demokratel e vefe dibabet dazont ar Rouantelezh-Unanet gant ar Saozon nemetken ?