E Bro-Gembre nʼeo ket heñvel ar cʼhabalerezh evit an dilennadegoù eget du-mañ. Skritell ebet war ar mogerioù, panell bastrouilhet hag advastrouilhet ebet, enskrivadur sovaj ebet. Ar merkoù nemetken a ziskouez ez omp e fin ur maread dilennadegoù a zo panelloù bihan a-du gant ur strollad, pe unan all, plantet gant an dud e-touez o jardin bihan-kêr, pe war ar maez war ar cʼhleuzioù, ar kaeloù, pe cʼhoazh er prajoù, e-kreiz kantadoù a deñved o peuriñ. Ne vije ket souezhus da welet unan anezho o tougen ur gogardenn Plaid Cymru ouzh e skouarn ! Diskouez a ra an dud unan-hag-unan o mennozh, hag evel-se e ouzer, en ur dremen dre gêrioù pe gêriadennoù, peseurt takad a zo kentocʼh a-du gant ar Plaid pe gant al Labour.
Ma vez komzet gant an dud, war ar straedoù pe en ur pub bennaket, ne seblantont ket sot gant an dilennadegoù. Dibosupl eo dezho displegañ an doare reizhiad dilennel luziet frammet gant al Labour evit ma vije miret ar galloud gantañ.
Ha neuze, trecʼh pe goll gant ar Plaid ? Gwelet ez eus evel un trecʼh gant hor mignoned stourmerien, didouellet un tamm marteze. Ur sez gounezet, ar Plaid a zeu da vezañ an eil strollad politikel er vro. Met nʼeo ket an trecʼh groñs gortozet abaoe ugent vloaz ! Ne ya ket an traoù buan a-walcʼh, amañ ivez…
Koulskoude eo un doare hunvre evit ur Breizhad gwelout ar cʼhembraeg, koulz hag ar saozneg, implijet evit ar panelloù-hentañ, ar skritelloù, en ur gêr evit pep tra skrivet. Saveteet ar yezh, war a seblant, anavezet pobl Gembre gant ar Saozon. Hag-eñ e vije e Breizh-Veur muiocʼh a zemokratelezh eget e Frañs ?
Arsa ! Memestra he deus gounezet frank Leanne Wood ! Come on mates, letʼs go for a pint !