Ti ar Vro – L’Ôté digor a-benn ar fin !

DSC_1261

Louis Le Bret, Pierre Lambert, Bruno Joncour, Kaourintine Hulaud hag Alain Cadec.

E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù e oa bet gortozet, ul lec’h brav ha bras evit degemer Telenn hag ar c’hevredigezhioù breizhek e bro Sant-Brieg. Boulc’het e oa bet ar raktres, gant hor c’hamarad aet d’an Anaon Robert Pedron, e 2008. Hir eo bet, kalz a dud ne gredent ket e vije eus ul lec’h evel-se, e-giz en deus lâret Alain Cadec, prezidant departamant Aodoù-an-Arvor, en e brezegenn e-kerzh al lid-digeriñ, met an disoc’h a zo brav. Ur savadur evit sevenadur Breizh e bro Sant-Brieg e-lec’h ma vo bodet an nerzhoù hag ar mennozhioù evit mont war-raok.

D’ar Gwener 29 a viz Ebrel e oa bet lidet war un ton bras digoridigezh ofisiel Ti ar Vro. Met e gwirionez eo digor abaoe fin miz Genver hag ouzhpenn 1000 den a zo bet dija o weladenniñ, o welet filmoù, o heuliañ ur staj gallaoueg pe brezhoneg, o tañsal,… War borzh al Lege emañ. Ur savadur adsavet hag adnevesaet an hini eo, e-barzh ti kozh an telldi (octroi e galleg). Ul sal vras evit degemer prezegennoù, emvodoù bras, festoù-noz,… gant un davarn. Dougen a ra anv Robert Pedron. Ur gegin nevez-flamm evit aozañ boued evit stajidi c’hwec’h miz Stumdi pe pa vez aozet an darvoud-mañ-‘n darvoud. Salioù klas evit aozañ kentelioù. Stummadur c’hwec’h miz Stumdi kentañ e Sant-Brieg en deus echuet e Ti ar Vro. Teiryezhek eo ar panellerezh : brezhoneg – galleg – gallaoueg. N’eus ket kalz a lec’hioù e-giz-se e Breizh moarvat estreget e savadurioù ar rannvro.

Deuet e oa ur c’hant den bennak da lidañ digoridigezh Ti ar Vro : dilennidi, implijerien hag izili Telenn. Bruno Joncour, maer Sant-Brieg, en deus deraouet an divizoù, heuliet gant Alain Cadec evit an departamant ha Kaourintine Hulaud evit ar rannvro. Da heul e oa deuet daou genbrezidant Telenn, Louis Le Bret ha Marc Le Bouteilliec. Hag evit echuiñ e oa bet tro prefed an departamant, Pierre Lambert. Deuet e oa gantañ un diviz dic’hortoz e meur a geñver. Eñ e-unan en deus goulennet e vefe troet e brezhoneg hag e gallaoueg ha dibunet en div yezh-se gant yezherien ampart. Un diviz disheñvel a-walc’h eus ar pezh a glever gant kargidi ar Stad a renk eveltañ. « N’eo ket bet peursinet karta Europa ar yezhoù rannvroel ha minorel gant Frañs c’hoazh siwazh » a zo bet klevet da skouer. « Ma ‘z eo ar galleg yezh ar republik hervez hor bonreizh ez eo a-drugarez da binvidigezh ar yezhoù rannvroel eo kreñvoc’h glad sevenadurel Frañs. Ne vefe broad ebet pe mammvro ebet hep ma vefe anavezet identelezh rannvroel pep hini hag hep ma vefe roet an tu da bep hini he lakaat da vevañ ». Hag evit ur wech bommoù gallaouek : « Permettez don qe je cite Frédéric Mistral, qi je crë esprime, o des maniëre de dire qe je cneussons peu dans les Côtes d’Armor, un sentiment qe nombe d’ente vous-aote partagez sans doute e qe j’emprunte à Frédéric Mistral : « Maleur à la nation qi perd sa poétrie, car dans la poétrie, coume dans le printemps, il y a la r’néssance, la sëve, la haitance d’un peuple, i y a la jeunesse e l’ataïn’rie. Ah ! si nan savae le ma qe nan fét à la patrie, (…), en arrachant au peuple, à l’oume de la tére, le lien qui le nache à sa vaï famille, à ses boune coutume, au pey oyou q’il est né natif ! ». Frédéric Mistral, priz nobel al Lennegezh e 1904, gant un destenn e okitaneg.

20160428_195500

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]