Bloaz ʼzo dija e oa bet savet stumm enlinenn hor cʼhelaouenn Pobl Vreizh. Evel er stumm paper e vez kavet pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Nʼeo ket ken frammet avat hag ar stumm paper, da lavaret eo nʼeus reolenn ebet da geñver plas ar pennadoù e brezhoneg. Divyezhek eo hol lecʼhienn abaoe an deroù met pennadoù e brezhoneg a zo hervez an dud a skriv.
Kudenn ar cʼhelaouennoù hag ar cʼhazetennoù e brezhoneg dre vras eo : kavout tud prest da skrivañ. E korf ur bloavezh ez eus bet ur 80 pennad bennak e brezhoneg diwar 450 tamm pe damm, ar pezh nʼeo ket re fall. Met ouzhpenn 95 % anezhe a zo bet skrivet gant Maxime Touzé. Ar pezh a sinifi pa ne cʼhall ket skrivañ e-pad ur prantadig ne vo ket a vrezhoneg ken pe dost war al lecʼhienn.
Eizh den o doa skrivet pennadoù e brezhoneg, an hanter anezhe ur wech hepken. Gouzout a reomp nʼeo ket aes en em lañsañ da skrivañ pennadoù, e galleg pe e brezhoneg, pe ocʼh paket dija gant kelaouennoù all. Met e keñver kelaouennoù all pe ar stumm paper zoken ez eus muiocʼh a frankiz o skrivañ war internet. Nʼeus ket a framm resis da geñver an niver a arouezennoù, gallout a ra bezañ hir pe berr. Ar pennadoù a vo difaziet a-raok bezañ embannet, neuze arabat kaout aon rak an traoù-se. Ouzhpenn-se e vez skrivet diwar-benn traoù a-vremañ hag a zedenn an dud, plijusocʼh cʼhoazh. Ur skol vat eo evit deskiñ gerioù ha mont war-raok dre skrid. Ret eo doujañ ouzh hol linenn-stur avat.
Klasket eo bet skrivañ war a bep seurt temoù : ekonomiezh, politikerezh evel-just, ar minorelezhioù dre vras, ar yezhoù… Kaoz a zo bet kalz eus Skos da skouer. Diaes eo gouzout hag-eñ e plij ar pennadoù e brezhoneg dʼal lennerien, nʼhon eus distro ebet ha ral a wech a vez laosket un evezhiadenn war facebook. Arabat kaout aon kennebeut rak diskleriañ ho soñj, un doare da vont war-raok e vo evidomp. Ma ʼz eus dodennoù a blijfe deocʼh e vefe pledet muiocʼh ganeomp, kasit keloù deomp. Ha ma fell deocʼh skrivañ e vocʼh degemeret mat ha sikouret.
Goude ur bloavezh buhez ez omp laouen memestra, alies-bras ez eus bet pennadoù e brezhoneg war ar bajenn zegemer, ur gwir blas a zo dʼhor yezh war hol lecʼhienn hag e klaskimp kendercʼhel war an hent-mañ.