Ar sevenourez Tamara Erde e Sant-Brieg evit komz eus he film diwar-benn ar brezel Israel-Palestina

timl

Alies mat e vez aozet darvoudoù gant ar gevredigezh France-Palestine-Solidarité e Sant-Brieg. Dec’h da noz e oa bet skignet e sinema Club6 ar film «This is my land», sevenet gant Tamara Erde, ur vaouez eus Israel. Er film-se he doa bet c’hoant diskouez penaos e vez kelennet an istor e-barzh ar skolioù e Palestina hag en Israel. Ur film dedennus-meurbet evit kompren ar «mogerioù» a zo savet etre an div gumuniezh, mogerioù gwir met dreist-holl er speredoù.

E-kerzh he servij-soudard e-pad an Eil Intifada e 2002 e oa krog Tamara Erde da gompren e oa bet kontet gevier dezhi. Gant an Deskadurezh, gant ar Stad, gant ar gevredigezh dre vras. Un diforc’h a verze etre ar pezh a veve evel soudardez hag ar pezh a veze diskouezet er mediaoù. Adalek ar poent-se e oa krog da gaout disfiz ha da glask kompren drezi hec’h-unan. O lenn labourioù skolveuridi ha n’int ket kontrollet gant ar Stad, o vont da welet Palestiniz e-barzh an tiriadoù ac’hubet pe e-barzh ar c’hêriadennoù arab en Israel. Komprenet he deus ne oa ket bet kelennet dezhi istor Palestina, met istor Douar Israel (Eretz Israel) o lemel krak-ha-berr istor ar bobl a veze o vevañ war an douar-se.

Gant ar film «This is my land» he doa c’hoant da gompren penaos ez a en-dro kelenn an istor en daou du. Eus tu an deskadurezh israelat ez eo un istor kontrollet ha savet gant ar Stad. Ar gelennerien a gredfe cheñch tra pe dra a zo en arvar da vezañ skarzhet. E penn-kentañ ar film e vez gwelet peseurt levrioù skol a implijont : ne vez gwelet gwech ebet Palestiniz, nemet pa vezont trec’het, kartenn Sisjordania a zo goullo evel ma vefe ur vro dibobl,… Eus tu Palestiniz eo diaesoc’h ar jeu, mankout a ra ur bern dafar. Met pa vefe e-barzh ur skol arab en Israel pe e vefe en ur skol e-barzh an tiriadoù all e vez desket istor o bro dezhe. O identelezh eo, ha desket e vez dezhe e vo adtapet o douaroù deiz pe zeiz.

Testenioù skolaerien ha skolaerezed eus an daou du, hag eus o skolidi. Bommoù kreñv ha diaes a zo bet klevet evel ur paotr dek vloaz e-barzh ur c’hamp repuidi e Liban hag a lâr diwar-benn Palestina : «Se zo evel pa vez laeret un dra bennak diganit, ne c’hallez ket kousket abalamour da se. Ar memes tra eo evit Palestina.» Ne c’hallont ket distreiñ d’o bro orin n’o deus ket bevet enni c’hoazh. E-barzh komzoù an darn vrasañ eus ar vugale e vez santet an anken hag ar gasoni gant klichedoù e-leizh diwar-benn an enebourien. Ha pa sav ar sevenourez ar goulenn «Petra eo ar peoc’h evidout?» d’ur paotr yaouank yuzev, sed aze e respont : «N’ouzon ket petra eo. Ar fed ne vefe ket hegredik ha dibreder ur paotr yaouank 17 vloaz eveldon a ziskouez mat petra eo kudenn ar vro-mañ.» Ar Shoah a zo da vat e-barzh speredoù an holl yuzevien, bep bloaz e vez aozet Deiz ar C’houn, ha bewech ez eo un digarez da reiñ santimantoù broadelour d’ar vugale, hag an dra-se a vez ebarzhet gante. Ne seblant ket mont war wellaat gant an amzer siwazh…

Goude ar skignadenn ez eus bet un tamm kaozeadenn e-pad tost un eurvezh etre an dud er sal hag ar sevenourez Tamara Erde hag un ezel eus ar gevredigezh Union Juive Française pour la Paix, ur gevredigezh yuzevien a-enep ar sionouriezh ha politikerezh Stad Israel hag a nac’h gwirioù ar bobl balestinian hag a aoz ur gwir Apartheid er vro. Eskemmoù frouezhus e oa. Skignet e vo adarre warc’hoazh da noz ha dilun evit ar re o defe amzer da vont da welet.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]