Serlet : un arload nevez evit deskiñ brezhoneg war ho hezoug !

Serlet brezhoneg

Un arload nevez c’hoazh, ur bazenn ouzhpenn evit ar brezhoneg e bedig bed ar c’hleweled. Ar wech-mañ ez eus bet savet un arload evit deskiñ brezhoneg war an hezougoù. Anvet eo Serlet, diwar anv ar raktres: Support European Regional Languages in Education and Tourism. Ur raktres europat an hini eo. Seizh bro o deus kemeret perzh er raktres evit diorren an arload en o yezh: Elzas, Korsika, Breizh, Sikilia, Sardinia, Katalonia ha Kreta.

Petra eo palioù ar raktres-mañ ? Da gentañ souten ha lakaat war wel ar yezhoù rannvroel, met ivez diorren liammoù etre bed an deskadurezh hag an douristelezh, kinnig skorioù modern evit ar poellgomzerioù hag an tabletezennoù evit deskiñ yezhoù,…

Peseurt publik a fell dezhe tizhout ? Tri seurt publik a zo: da gentañ an douristed a fell dezhe gweladenniñ unan eus ar broioù-se, ober anaoudegezh gant sevenadur hag hengounioù ar vro. Bed an deskadurezh ivez, evit ma c’hallfe bezañ implijet an arload er skolioù a implij ur yezh rannvroel. Ha da drede evit ofisoù an douristed evit kizidikaat ha dedennañ an dud gant yezh ar vro.

Petra a gaver war an arload ? Kalz temoù a zo evit deskiñ gerioù ha frazennoù-skouer: livioù ha stummoù, familh ha darempredoù, dilhad, lojeiz, istor ar vro, sonerezh,… E-barzh pep tem e kaver ul lodenn c’heriaoueg: ur roll gerioù a c’haller klevet e brezhoneg, gallout a reer lenn anezhe e galleg, e saozneg hag e brezhoneg. Hag ul lodenn ereadurezh gant un diviz a c’haller lenn er yezhoù bet meneget a-raok, selaou e brezhoneg hag a-wechoù e vez ur filmig ivez e brezhoneg evit an hevelep kaozeadenn. Kavout a reer ivez war an arload un nebeud testennoù a denn eus istor ar vro ha poelladennoù evit lakaat e pleustr ar pezh a vo bet desket gant an temoù.

Douget e oa bet ar raktres e Breizh gant Erwan Hupel, kelenner e skol-veur Roazhon II. Un nebeud studierien o deus sikouret evit enrollañ ar gerioù ha c’hoari an divizoù. Digoust eo an arload-mañ, gallout a reer pellgargañ war iPhone hag Android.

Muioc’h a ditouroù war lec’hienn Serlet.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]