Kemer perzh er Redadeg…

redadeg

Bras eo al labour prientiñ evit reiñ lañs dʼar Redadeg. Triwecʼh miz a-raok pep abadenn e krog an emvodoù evit bodañ an dud a-youl vat. Pouezus-kenañ eo lakaat ar vrezhonegerien da gejañ an eil re ouzh ar re all. Tizhet eo ar pal-se a-drugarez dʼar Redadeg.

E-pad ar mizioù kentañ eo ret broudañ an darvoud evit sachañ ar brasañ niver a berzhidi : dercʼhel ar standoù, mont e darempred gant ar skolioù hag ar cʼhevredigezhioù…. A-feur ma tostaer eus al locʼhañ e teu da vezañ stegn al labour : gwerzh ar cʼhilometroù hag ar rochedoù, prientiñ an otoioù hag ar cʼhirri-samm, dasparzh ar cʼhefredioù etre ar skipailhoù…

Arabat eo kaout ur gwallzarvoud. Pouezañ a ra an aozerien war an doujañs ouzh ar reolennoù surentez. Ret eo gwareziñ an dud a-youl vat hag ar rederien, kalz bugale zo en o zouez. Ar stummadur eo an diskoulm. Desket vez penaos pignat er cʼharr-samm ha diskenn, penaos ambrougañ ar rederien dreist-holl pa dremener dre ar cʼhroaz-hentoù dañjerus, penaos kemer e kont ar cʼhirri ocʼh erruout a-drek ar charreadeg…

Mat eo anavezout an hentad. Staliañ ar panelloù, un devezh a-raok tremen ar Redadeg, a zo un digarez da zizoleiñ an hentad hag al lecʼhioù dibabet evit treuzkas ar vazh-test.

Efedus eo ar Redadeg evit lakaat ar brezhoneg war-wel. Kaset vez ur gwir labour da benn dre ar rouedadoù sokial, dre ar cʼhazetennoù. Evit magañ anezho eo ret kaout tud a gemer fotoioù, a ginnig filmoù berr hag abadennoù dicʼhortoz.

Evel-just, graet vez pep tra en un aergelcʼh plijus.

Evit gouzout muiocʼh e cʼhallit lenn niverenn Bremañ Cʼhwevrer-Meurzh pe niverenn Pobl Vreizh a zeu… Roet eo bet ar gomz dʼar re a-youl vat !

> Tanguy Legavre

Tanguy Legavre est coordinateur du magazine Bremañ. Il a également été bénévole sur la Redadeg.