Testeni daou Vreton e Palestina

IMG_1759-001

Ifig Guillou o prezegenniñ.

Dec’h da noz e oa bet aozet ur brezegenn gant Association France Palestine Solidarité e Sant-Brieg. Un tri-ugent a dud bennak a oa deuet da selaou aketus ar pezh o doa bevet Yves Guillou ha Vincent Gibelin. Kemeret o doa perzh en ur gefridi olivez e miz Here-miz Du 2015. Abaoe 2001 e vez aozet kefridioù a seurt-se gant ar gevredigezh Frañs-Palestina eus Roazhon.

Meur a bal a vez lakaet: ur sikour danvezel, sevel liammoù kengred gant pobl Palestina ha kizidikaat an dud amañ e Breizh goude an distro. Mont war an dachenn da zastum olivez eo ur perzh a-bouez-ruz eus ar gevredigezh ivez. Evit ur yoc’h a broduerien ez eo o mammenn c’hopr nemeti evit gounit o zamm bara. Hervez Stad Israel, ma ne vez ket gounezet un dachenn douar e-pad tri bloaz e vez kollet ar berc’henniezh gant ar perc’henn. Ha klasket e vez mirout ouzh ar broduerien da dostaat ouzh o douaroù. Gant sikour ar gevredigezh eo aesoc’h labourat rak ne gred ket an arme herzel ar stourmerien. Met pal Israel a zo splann: sevel Israel bras ha diverkañ Sisjordania. Trevadennoù e pep lec’h a zifoup, war ar c’hrec’hioù evit bezañ a-us Palestiniz ha krignat tamm-ha-tamm o douaroù.

E miz Here diwezhañ pa oa erruet Yves Guillou ha Vincent Gibelin e Jeruzalem e oa tenn an traoù. Kaoz a oa eus un trede Intifada, kalzik a Balestiniz yaouank o doa kollet o esper ha klasket lazhañ soudarded pe trevadennerien israelat. Dibaoe ar mare-se e vefe etre 200 ha 300 den yaouank lazhet hag etre 35 ha 40 Israelad. Moan e oa an traoù gant an daou Vreton. Sañset e vije bet teir c’hefridi war un dro e Sisjordania, ar pezh a ra war-dro un tregont den met kalz a dud o doa nullet er mare diwezhañ abalamour d’ar reuz. Neuze e oa bet bodet div gefridi asambles evit ar re o doa divizet mont memestra. E pastell-vro Hebron o doa labouret, e su ar vro. Santimantoù a bep seurt o deus bet: feuket da gentañ penn gant ar pezh a vez graet da Balestiniz. Ac’hubet eo ar vro en he fezh, soudarded gourarmet a zo pep 50 metrad, miradorioù ha checkpoints e-leizh. E kreiz-kêr Hebron ez eus teir gwech muioc’h a soudarded evit a drevadennerien israelat. Evit beajiñ eo diaes-spontus, un hanter devezh evit ober 30 kilometr. Savet e vez mogerioù ha klouedoù a-hed hentoù nevez savet evit Israeliz nemetken, ar pezh a droc’h ar vro e tammoù bihan. Ur gwir Apartheid an hini eo, dispartiet e vez an div bobl.

Ar saviad-mañ a laka ar spont hag an aon da greskiñ enne memes ma ne c’hoarvez tost netra peurvuiañ d’ar re n’int ket Palestiniz. Met gwelet ar bobl o c’houzañv n’eo ket evit ober plijadur dezhe. Ar pounnerañ evite a oa kejañ ouzh tud a c’hallfe bezañ lazhet an deiz goude pe diwezhatoc’h rak bemdez e veze kaoz a dud lazhet, pemp pe c’hwec’h kilometr tro-dro dezhe. Diaesoc’h-diaesañ eo evit ar bobl, mesket o santimantoù etre ar c’hoant da grediñ bepred en un dazont gwelloc’h hag ur santimant a zic’halloudegezh dirak ur Stad gourarmet ha laosket e peoc’h gant ar gumuniezh etrebroadel (Stadoù-Unanet, Frañs,…).

Daoust ma oa bet diaes evit an daou stourmer breton gwelet e gwir ar pezh a c’hoarvez eno ez int prest da zistreiñ mod pe vod da Balestina, evit ur gefridi olivez pe un dra all. Rak prantadoù brav o deus bevet memestra gant ar bobl. Santet o deus pegen a-bouez e oa evit Palestiniz gwelet tud eus an diavaez o sikour anezhe ha degemeret a-feson int bet.

M’ho peus c’hoant da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar gevredigezh, klikit amañ.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]