Un tabut diwar-benn an treuzdougen e Breizh skignet gant Brezhoweb

train

Dʼar Meurzh 23 a viz Cʼhwevrer ez eus bet aozet gant Brezhoweb un tabut diwar-benn an treuzdougen e Breizh hag efedoù al Linenn Tizh Bras nevez. Pedet e oa Trefina Kerrain evit an UDB Yaouank, Malo Bouëssel du Bourg evit Produet e Breizh, Olwen Denes evit ar Re Cʼhlas ha Gerard Lahellec, eil-prezidant e karg an treuzdougen evit rannvro Breizh. Hennezh en doa bet poan o lezel ar gaoz dʼar re all, kement a draoù en doa da lavaret, arguzennoù toull en o zouez siwazh…

Evit kregiñ ganti en deus displeget an dilennad komunour gall e oa mat dija kaout trenioù e Breizh : ur cʼhantved hanter zo e kave gwellocʼh da Barizianed zo chom hep diorren al linennoù betek hor bro. Chañs hor befe neuze, e vefe bet jentil a-walcʼh ar bolitikourien barizian da vezañ roet an hent-houarn deomp a-benn ar fin, ha ne vefe ket mat enebiñ ouzh ar prof nevez graet deomp gant al Linenn Tizh Bras (LTB) a zo o vezañ savet evit mont buanocʼh da Bariz.

Ranket en deus anavezout memestra e oa bet paeet al linenn gant strollegezhioù lecʼhel Breizh ha gant ar Stad, hep bezañ arcʼhantaouet tamm ebet gant strollegezhioù lecʼhel rannvro Pariz. Direizh ? Ya, direizh eo, en deus anavezet, met « ma ne vije ket bet a-du rannvro Breizh ne vije bet chanter ebet ». Ijinit ʼta ur bed spontus ha ne vije ket bet posupl ennañ mont eus Roazhon da Bariz e-korf un eurvezh hanter nemetken !

Evit Trefina Kerrain, mouezh-aotreet an UDB Yaouank (hag he doa aozet warlene ur gerzhadeg evit goulenn ma vo digoret en-dro ul linenn hent-houarn etre An Alre ha Sant-Brieg), e vije bet talvoudusocʼh implijout ar cʼhantadoù a euroioù dispignet gant ar strollegezhioù breizhat el LTB evit digeriñ en-dro linennoù e Breizh, ha dreist-holl etre Norzh ha Su ar vro, ar pezh a vank ar muiañ hiziv-an-deiz. Dazont ar Vretoned ne zlefe ket bezañ mont da Bariz nemetken hervezi.

A-du e oa ivez mouezh-aotreet an UDB Yaouank gant un den yaouank a oa o selaou hag en doa tapet ar mikro evit lavaret e oa ar prizioù dalcʼh pennañ an trenioù e Breizh, hag e oa gant an Trenioù Tizh Bras (TTB) just-a-walcʼh e oant an uhelañ. Respontet en deus Gerard Lahellec ne oa ket ur redi evit an dud tapout an TTB, met un dibab ouzhpenn. Diaes eo chom seder o klevout kement-se pa ouzer e vez rediet alies ar Vretoned da dapout an TTB e lecʼh un tren rannvro evit beajiñ e Breizh, da lavaret eo int rediet da baeañ div wech muiocʼh evit an hevelep servij.

Priz ar raktres evel-just a zo bet taget gant Olwen Denes ha Trefina Kerrain. Hervez Olwen Denes e koust pep kilometr LTB kement hag ul lise nevez. Hag evel mʼhe doa lavaret Trefina Kerrain e vez roet gant rannvro Breizh tost da 20 million a euroioù evit kement munutenn hent a vez gounezet etre Pariz ha Roazhon. Ha talvoudus e vo evit ar vro ? Displeget eo bet gant Malo Bouëssel du Bourg e cʼhallo pennoù embregerezhioù zo labourat e Pariz o vevañ e Roazhon, ar pezh a vo plijus evito. « Da lavaret eo e kresko priz al lojeiz e Roazhon, hag e Sant-Maloù ivez abalamour dʼan eil tiez », hag e cʼhallfe dont Roazhon da vezañ bannlev Pariz, ar pezh nʼeo ket evit frealziñ Trefina Kerrain hag Olwen Denes. « Anat eo nʼeo ket Pariz a vo bannlev Roazhon », en deus anavezet Malo Bouëssel du Bourg.

Lakaet eo bet ar gaoz ivez war ar brezhoneg en trenioù hag en tiez-gar. Fuloret eo Aiʼta, ha lod eus ar vrezhonegerien, gant dibab an SNCF lakaat ar brezhoneg bihanocʼh war ar panellerezh, evel ur yezh estren pe didalvoud. « Diaes e vo kaout muiocʼh », a soñj da Gerard Lahellec, « peogwir nʼeo ket deomp an tiez-gar ». Gwir eo. Met pa vez roet kement a arcʼhant gant ar rannvro evit al labourioù war al linennoù hag en tiez-gar, daoust hag-eñ ne vefe ket tu ouzphennañ ur pennad diwar-benn ar brezhoneg er cʼhevradoù ? Daoust hag-eñ eo ken mennet ar rannvro ha ma lavar an dilennad ? Hegaset gant ar goulennoù en deus respontet a-benn ar fin « ne oa ket graet an trenioù evit deskiñ brezhoneg ». Gant dilennidi a soñj e mod-se ne cʼhaller ket bezañ souezhet ne vez ket graet kalz a strivoù gant an SNCF…

« Nʼem eus ket cʼhoant da enebiñ ouzh an SNCF », a zisklerias er fin Gerard Lahellec. Ur frazenn hag a zo ur skeudenn feal a-walcʼh eus politikerezh ar rannvro e-keñver an treuzdougen, pe evit kement danvez eo sañset bezañ ar rannvro e-karg : an dilennidi ezel eus ar PS, ar PCF, ar PRG, hag ar re dilennet a-drugarez dʼar strolladoù-se, nʼint ket evit enebiñ ouzh ar Stad, ha pa vefent rediet da lakaat e pleustr dibaboù a zo a-enep ezhommoù ar Vretoned. Moarvat ne vije ket bet lavaret ar memes tra gant un dilennad emrenour eus Korsika !

Kendercʼhel a ra memestra ar stourm evit treuzdougen foran dereat e Breizh. Gant an UDB Yaouank e vo aozet ur gerzhadeg nevez a-benn nebeut, e miz Even moarvat, war un hent disheñvel diouzh hini warlene.

> Jean Roudaut

Pseudonyme. Jean Roudaut est le prête-nom officiel du Peuple breton. Il permet à des personnes, qui pour des raisons professionnelles ou personnelles ne peuvent s'exprimer sous leur véritable identité, de livrer leur réflexion malgré tout. Ce pseudo existe dans le magazine papier et sur le site d'information Lepeuplebreton.bzh. Pour proposer vos textes, contactez la rédaction.