War-dro hanter-kant milion a gonterioù Linky evit an tredan ha Gazpar evit ar gaz a vo staliet er Frañs evit erlec’hiañ ar c’honterioù a-vremañ. Graet e vez «konterioù speredek» anezhe rak treuzkas a reont titouroù diwar-benn ar beveziñ evit gwellaat an efedusted energetek, hervez ar pal ofisiel. Met nagennet e vez muioc’h-mui abalamour da abegoù yec’hed ha frankiz, ha kumunioù ‘zo a nac’h o staliañ.
Ar c’humunioù a zo perc’henn war ar c’honterioù met da ERDF ha GRDF d’ober war o zro. Evit cheñch anezhe e rank an aozadurioù-se goulenn an aotre digant ar c’humunioù. Ha lod anezhe o deus nac’het reiñ an aotre, un ugent bennak e Frañs a-bezh. Kavout a ra da izili ar c’huzulioù-kêr-se e ya mat en-dro ar sistem a zo e plas, neuze n’eus ket ezhomm da cheñch ha paeañ mizoù ouzhpenn. Ar pezh na blij ket d’an dasparzherien a fell dezhe buanaat al lusk reneveziñ ha ne oant ket en soñj kaout enebiezhoù.
Krog int da erlec’hiañ ar c’honterioù abaoe ar 1añ a viz Kerzu 2015 hag e vo echuet e 2021. Cheñch 35 milion a gonterioù tredan a fell dezhe. Ha war-dro 11 milion a gonterioù gaz. Gant ar c’honterioù-se e vez treuzkaset titouroù, e vez resevet urzhioù a-bell hag e vez muzuliet beveziñ an tiegezhioù war-eeun.
Estreget an arc’hant a vo foeltret o kas d’al lastez konterioù mat ez eus kudennoù a-fed yec’hed evit an annezidi. Gant ar c’honterioù-mañ e vez dilaoskadennoù tredanwarellek (émissions électromagnétiques) hag a c’hallfe bezañ kankreiat. War ar poent-se ec’h embann EDF e touj ouzh ar reoladoù yec’hed met douetañs bras a zo ha nec’het eo kalz a dud gant an efedoù a c’hallfe bezañ war ar c’horfoù. Pep hini a c’hallo nac’hañ cheñch e gonter tredan gant ma vez skrivet ul lizher. N’eus ket pell zo eo Diwan Kraozon hag en deus nac’het e vefe staliet ar c’honterioù nevez. Hag evel un disamm o deus degemeret ar c’heloù e oa bet nac’het gant kumunioù Kraozon ha Lañveog ar c’honterioù-se eno.