Deskiñ skoseg gant skoazell proviñs Nova Scotia

MacKinnon-1-726x408

Rener ar Gaelic Affairs office for Nova Scotia, Lewis MacKinnon.

Hiziv an deiz e vefe war-dro 80 000 skoseger er bed a-bezh, nebeutoc’h evit 60 000 e Skos. Skoazell a ra muioc’h-mui gouarnamant Skos diorren ar skoseg er vro met en diavaez ivez, e Nova Scotia peurgetket. Dibaoe pevar bloaz bremañ ez eus bet savet liammoù gant gouarnamant lec’hel Nova Scotia evit aozañ stummadurioù evit deskiñ skoseg. Kenderc’hel a ra ar proviñs da c’houestlañ ur rann d’ar yezh-mañ.

Postañ a ra gouarnamant Skos arc’hant e Nova Scotia evit ar skoseg. Meret e vez gant ar Gaelic Affairs office for Nova Scotia, Lewis MacKinnon en he fenn. Evit mont da zeskiñ skoseg da Skos a-drugarez d’ur yalc’had e ranker bezañ un annezad eus Nova Scotia, bezañ o teskiñ skoseg dija hag a-us da 18 vloaz. 2500$ a vez roet da bep emstriver. Gant ar sammad-mañ e vez paeet ar veaj, ar bod hag ar boued hag an dafar deskiñ. Dalc’het e vez ar stummadur war Enez Skye, e kreizenn vroadel ar skoseg Sabhal Mòr Ostaig. «Ar bloaz paseet hor boa bet 20 emstriver» eme Lewis MacKinnon. Betek an 19 a viz C’hwevrer o deus an danvez-emstriverien evit lakaat o anv. Hervez Emily McEwan-Fujita, dalc’herez ar blog Gaelic Revitalization in Nova Scotia, ez eo un dro zibar evit deskiñ skoseg en un endro naturel ha dre soubidigezh, evit krouiñ liammoù tramor ha dont en-dro gant barregezhioù nevez evit treuzkas ar yezh d’an dud o chom e Nova Scotia. «Sikour a ra evit kreñvaat hon hengoun skosek amañ» emezi.

Degaset e oa bet ar skoseg gant divroidi eus Skos etre 1773 ha 1850. Hervez kont e vije bet betek 50 000 Skosad eus an Uheldirioù o tivroañ e Nova Scotia. Muioc’h c’hoazh strewet e Kanada a-bezh. E 2011 e oa bet graet ur sontadeg e-lec’h ma embann 1645 den ez eo ar skoseg o yezh-vamm. 300 anezhe e Nova Scotia pa ‘z eus 1275 den gouest da gomz ar yezh eno. 31% eus annezidi Nova Scotia a embann bezañ Skosad a-orin kenelel. Chom a ra bev-birvidik sevenadur Skos er proviñs-mañ eus Kanada.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]