Degemer/Accueil / Lec'h / Aodoù-an-Arvor / Bodadeg e Sant-Brieg a-enep an tu-dehoù pellañ

Bodadeg e Sant-Brieg a-enep an tu-dehoù pellañ

DSCN1754

Ar mintin-mañ e oa en em vodet war plasenn Allende e kreiz-kêr Sant-Brieg un 300 a vanifesterien bennak evit diskouez ez eo Breizh digor ha kengret gant ar repuidi. D’an hevelep koulz en em gave 30 faskour dirak ar prefeti. Galvet e oant bet d’en em vodañ gant Résistance républicaine. Manifestadegoù un tammig e pep lec’h en Europa a zo aozet hiziv, diwar atiz al luskad Pegida en Alamagn.

Nullet e oa bet gant ar prefed an holl vanifestadegoù e Sant-Brieg met divizet en doa ar c’henstroll evezhiegezh a-enep ar faskouriezh 22, gervel an dud ha diskouez ez eus muioc’h a Vretoned digor o spered ha prest da sikour ar repuidi eget tud trelatet hag estrengas. Stourmerien UDB a oa war al lec’h evit souten al luskad. Ur c’hwitadenn penn-da-benn evit an aozerien eus an tu-dehoù pellañ.

Da 10e e oa bet lakaet an emgav ha da greisteiz e oa echu pep tra. N’eus ket bet reuz. Kavet o deus an aozerien he doa graet berzh ar vanifestadeg neuze eo bet broudet an dud d’en em strewiñ e straedoù Sant-Brieg.

> Maxime Touzé

Skridaozer. Kelenner istor-douaroniezh e brezhoneg, prezidant ur gevredigezh sevenadurel kostez Douarnenez, skrivañ a ra ivez Maxime Touzé er gelaouenn Le Peuple breton abaoe dek vloaz. E 2016 eo bet deuet da vezañ eil-penn-skridaozer evit ar brezhoneg, atebeg kaier miziek Pobl Vreizh hag ar pennadoù e yezh ar vro war Lepeuplebreton.bzh. [Lennit e bennadoù]