Gourdrouz a ra Erdogan ar gefredourien o doa sinet evit ar peoc’h

recep-tayyip-erdogan

O treiñ da sot da vat emañ an danvez-diktatour Erdogan. Nebeutoc’h-nebeutañ a frankiz evit ar mediaoù, lazhadegoù e-leizh e lodenn ar C’hurdistan e Turkia hep ma ne vije lâret tra ebet gant gouarnamantoù ar C’hornôg, ha bremañ gourdrouz kefredourien hag o doa sinet ur sinadeg evit diskuliañ al lazhadegoù e gevred ar vro.

Hervezañ ez eo un trubarderezh hag e kousto ker dezhe bezañ embannet kement-mañ. Lakaat a reont ar bec’h war unaniezh ar vroad eme Erdogan. Treitourien ha kendorfedourien int. Ouzhpenn 1200 kefredour turk hag estrañjour o doa sinet ar sizhun dremenet ar sinadeg evit ar peoc’h hag evit paouez al lazhadegoù e kêrioù ar C’hurdistan. War-dro ugent skolveuriad a zo bet harzet ha dalc’het dindan evezh e-pad ur frapadig. Lañset ‘zo bet enklaskoù justis er vro a-bezh.

Reuz-spontus a zo bet da c’houde e Turkia hag en estrenvro. En arvar emañ ar frankiz da ezteurel, met ne ra ket forzh Erdogan eus klemmoù an dud. N’eo ket se a viro outañ da staliañ un diktatouriezh ha da zrouklazhañ enebourien ar Stad, pe e vijent er C’hurdistan pe e peurrest eus ar vro.

Hag e keit-se e ya hor prezidant rannvro Le Drian da gomz gant maodiern an Difenn turk…

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]