Ar c’hlaouier rakwelet e brezhoneg ? Bremañ ya !

Android-SwiftKey-Keyboard-turned-into-a-Keylogger-Trojan

Un dispac’hig eo e bed an teknologiezhioù nevez. Bremañ e c’haller kaout ur c’hlaouier rakwelet e brezhoneg war ar poellgomzerioù, da lâret eo e vez raksantet ar gerioù ha difaziet e-unan gantañ. Evit an hezougoù Android hepken eo. Talvoudus e vo kavet gant an holl vrezhonegerien a gas kalz a gemennadennoù e brezhoneg.

Ret eo deoc’h pellgargañ war ho hezoug Swiftkey ha dibab brezhoneg evit yezh ar c’hlaouier. Ar pezh a zo dreist ivez eo e c’haller implijout teir yezh war ar memes tro. Da lâret eo gant ar memes klaouier e c’hallit skrivañ e brezhoneg, e galleg hag e saozneg ma fell deoc’h hag e kompreno diouzhtu gant peseurt yezh emaoc’h o taremprediñ, hep bezañ rediet da cheñch klaouier evit mont d’ur yezh d’eben.

Dav eo dougen bri da Julien Baley, an hini en deus savet ar c’hlaouier. Ur Breizhad eo hag a labour evit an embregerezh Swiftkey staliet e Londrez. Dibabet en deus sevel ar c’hlaouier war e amzer dieub o soñjal e vefe talvoudus evit ar vrezhonegerien. Ha kinniget en deus da bennoù e embregerezh embann ar c’hlaouier en un doare ofisiel, ar pezh a zo bet asantet. Ouzhpenn 100 yezh a vez graet war-dro gant an embregerezh. Ha bremañ e vefe tost ouzh 500 den oc’h ober gant ar c’hlaouier e brezhoneg. Tamm-ha-tamm e c’hounezer tachennoù. Goude Facebook e brezhoneg hag an arload Stag e kendalc’her da vont war-raok !

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]