Ar Scottish Labour a rank bezañ dizalc’h eus ar brank breizhveuriat, eme McLeish

3208253645

Etre 2000 ha 2001 e oa bet McLeish Maodiern Kentañ Skos.

Maodiern Kentañ kozh Skos Henry McLeish en deus galvet ar Scottish Labour da vezañ dizalc’h eus Labour ar Rouantelezh-Unanet. Hervezañ emañ o vont da vezañ divodet tamm-ha-tamm ha ne ginnig ket un dazeilad d’ar pezh a vez graet gant an SNP.

Gounit a ra an SNP muioc’h-mui a dachennoù ha soñjal a ra da McLeish e vo gounezet an dizalc’hiezh a-benn ar fin ma ne vez ket cheñchet politikerezh an abretañ ar gwellañ. Ne gred ket dezhañ ken e vez kinniget un dazeilad gant al Labour. Cheñchet en deus savboent rak a-raok e oa a-enep ar raktres dispartiañ ar brank skosat diouzh al Labour. N’eo ket laouen gant ar pezh a ra Jeremy Corbyn, kement-mañ en deus kendrec’het anezhañ da embann e veno. Hervezañ c’hoazh n’o deus ket merzet pennoù bras al Labour e Westminster n’int ket gwelet mat en tu all da voger Adrian. «Alies em eus lâret ne veze ket komprenet Skos gant ar virourien, met bremañ on nec’het rak ne seblant ket al Labour kompren kennebeut» emezañ.

Ezhomm o deus da vezañ ur vouezh disheñvel penn-da-benn e Skos evit bezañ kredet ha komprenet. Difenn a ra McLeish un astenn bras d’an devolution dre un Home Rule nevez evit chom hep kaout an dizalc’hiezh. Ul Labour skosat dizalc’h a chomfe a-enep an dizalc’hiezh. Ha gant ur vouezh dieub evel ma c’halv e vefe an hent nemetañ da virout Skos er Rouantelezh-Unanet hervezañ.

Al labour-se a vez sevenet dija tamm-ha-tamm gant Kezia Dugdale, penn al Labour skosat. Steuñvennoù he deus savet evit bezañ emrenoc’h diouzh al Labour breizhveuriat. C’hoant he deus da vestroniañ politikerezh ar strollad, an emezelañ hag ar gwir da zibab an emstriverien. Fellout a ra da McLeish mont pelloc’h c’hoazh, gant un aozadur disheñvel hag e arc’hantaouiñ dezhañ e-unan. Evit diskouez da Skosiz e vez divizet er vro evite. Ne savo ket a-enep un eil referendom met fellout a rafe dezhañ e vefe kinniget un trede hent gant un Home Rule nevez.

Ar pezh a zo sur eo e tiskouez kement-mañ ur wech ouzhpenn pegen galloudus eo deuet da vezañ an SNP, ha penaos int deuet a-benn da lakaat evel skodoù pennañ ar gevredigezh o mennozhioù evit muioc’h a c’halloud er vro.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]