An FN o vont war-raok evit gwir ?

FN-MPI

Daou sifr nemetken met diskouez a reont ur bern traoù: e 2012 evit an dilennadegoù prezidant 6 421 426 a vouezhioù evit Marine Le Pen, ar pezh a rae 13,94% eus an dud enskrivet war al listennoù; e 2015 evit an dilennadegoù rannvroel 6 018 775 a vouezhioù evit an FN, ar pezh a ra 13,29% eus an dud enskrivet.

Ne ‘z a ket war-raok an FN, digreskiñ a ra un tammig zoken. Ne fell ket da 86% eus ar Frañsizien votiñ evit strollad an tu-dehoù pellañ. Petra zo disheñvel neuze ? Plas ar strollad-mañ er mediaoù bras evel-just hag ar fed e vez gounezet dilennadegoù gante. Met perak e c’hounezont an dilennadegoù ? Peogwir ne ‘z a ket mui an dud da votiñ, amañ emañ ar gwir ziforc’h. An anvouezhiañ eo evit gwir an hini a ya war-raok hag a vez trec’h en holl zilennadegoù. Ha ne vez ket komzet nemeur er mediaoù eus an dra-se.

Poent bras eo cheñch ar sistem, tostaat ar politikerezh ouzh an dud, lakaat anezhe da zivizout evit gwir evit o dazont, dedennusañ anezhe en-dro d’ar politikerezh. An dud n’int ket mestr eus ar pezh a c’hoarvez ha ne welont tamm diforc’h ebet neuze evit an darn vrasañ eo chom hep votiñ a vez dibabet…

Mammenn: ministrerezh an Diabarzh

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]