Accueil / Lec'h / Breizh / Pondi. Ul lizher digor kaset dʼar Prefeti.

Pondi. Ul lizher digor kaset dʼar Prefeti.

adsav

Decʼh zo bet kaset ul lizher digor gant kevrenn UDB Pondi-Pourlet dʼan Aotrou Prefed ar Morbihan da heul ar vanifestadeg a oa bet aozet e Pondi d’ar sadorn 14 a viz Du un devezh war-lecʼh darvoudoù spontus bet c’hoarvezet e Pariz. « E gwirionez eo mantrus ma vefe bet aotreet sevel ur vanifestadeg, riskloù bras ganti evit an urzh publik, d’an deiz dibar-se, pa oa ken kreñv ar from e-mesk an dud » eme ar gemmenadenn. Hag int da ouzhpennañ : « An holl dud a oar ar riskloù zo da gaout pa vez ur strolladig o tibuniñ er straedoù gant luganioù leun a gasoni hag a estrengas, ar strolladig-se a louz Breizh, un douar degemerus ha gouzañvus anezhi ». ʼMichañs ne cʼhoarvezo ket ken seurt traoù…

> La Rédaction