Kaoz a zo er mare-mañ a grouiñ ur bastell-vro nevez e Bro Skos e diabarzh an Highland Council. Ar bastell-vro-mañ eo hini vrasañ ar vro, he c’hêrbenn o vezañ Inverness. Tud eus kornôg an Highland Council o deus c’hoant e vefe savet o fastell-vro dezhe evit ma vefe efedusoc’h ar politikerezhioù ha tostoc’h ouzh an annezidi.
Ian Blackford ha Dave Thompson, daou gannad eus an SNP, o deus goulennet e vefe krouet un tiriad nevez evit Skye, Lochalsh ha Lochaber. Soñjal a ra dezhe e vefe pourvezet muioc’h ha kemeret muioc’h e kont c’hoantoù poblañs gwalarn an Uheldirioù ma vefe savet ur C’huzul nevez. Lâret a reont ez eus dalc’hioù ha na vezont ket kavet e peurrest ar bastell-vro hag a-benn ar fin o deus muioc’h a draoù boutin gant kumuniezhioù evel reoù ar Shetland, Orkney pe Inizi ar C’hornôg.
An dalc’h-se a zo bet kemeret e kont gant ar gouarnamant ha lakaet e-barzh an tabutoù a vo diwar-benn un danvez-lezenn evit an Inizi. Met ne sav ket an holl bolitikerien a-du gant ar raktres-mañ. Kalzik anezhe a soñj dezhe n’eus ket ezhomm. En em zifenn a ra Ian Blackford ha Dave Thompson o lâret ez eo Skye, Lochalsh ha Lochaber «ur rannvro war an aod gant inizi ha menezioù» gant ar memes dalc’hioù hag an Inizi Gall (Hebrides Islands). Dave Thompson a gred dezhañ «ez eus ur gwir ezhomm evit Skye, Lochalsh ha Lochaber da gaout o c’huzul dezhe gant ar memes statud hag Orkney, Shetland ha Na h-Eileanan an lar». Hag e gamalad da ouzhpennañ «ez eus un distro pozitivel-kenañ evit poent a-berzh an dud met un tabut brasoc’h a vo lakaet e pleustr evit gounit ur souten brasoc’h».
Ur c’henlabour dezhe all eus an SNP, Drew Hendry kannad Inverness, en deus lâret e oa a-enep savidigezh ur c’huzul nevez met tabut a ranker aozañ war an tem-se evit gwelet ha kompren c’hoantoù hag ezhommoù ar boblañs.
Dibaoe un nebeud mizioù e vez kaoz a sevel ur c’huzul nevez, abaoe m’eo bet kinniget gant Richard Laird, penn-kannad an SNP en Uheldirioù. «Ar pezh a zo mat evit kumuniezhioù Caithness ne ‘z aio ket en-dro dre ret e Lochaber, hag ar pezh a ya en-dro e Nairn ne vo ket dre ret e Skye. Ezhomm hon eus da gaout diskoulmoù lec’hel ha framm an Highland Council na ro ket an tu d’o c’haout».
Souezhet e oa bet izili all ar strollad rak war a seblant ne oa ket bet komzet eus an traoù-se etreze a-raok. Ar miz diwezhañ e oa bet lâret gant Nicola Sturgeon ne oa ket a-du evit disrannañ an Highland Council. E Skye e oa bet hag hi ha lâret: «N’hon eus steuñvenn ebet er mare-mañ evit kemm framm an aotrouniezhoù lec’hel met eus un tu all hon eus digoret tabutoù diwar-benn ar galloudoù nevez a c’hallfe bezañ treuzkaset da gumuniezhioù an Norzh hag a-bouez eo selaou ouzh an holl ginnigoù».
Sed aze ur skouer splann eus ar pezh eo an demokratelezh lec’hel, savboentoù disheñvel met ne vez ket divizet gant gouarnamant Skos hep bezañ selaouet ha komzet gant an dud evit gwelet ar pezh a vo ar gwellañ evite. Da lâret eo ar politikerezh e servij an dud.