Arnaud Montebourg a bost arc’hant en un embregerezh eus Tregaeg

-

An ezel kozh eus ar gouarnamant zo emouestlet e-barzh kevala an embregerezh NewWind, staliet e Tregaeg e-kichen Sant-Brieg.

Hervez ar gazetenn Les Echos en doa postet Arnaud Montebourg 56 000 a euroioù er start-up. E-mod-se e teu da vezañ prezidant kuzul evezhiañ an embregerezh. Krouet e oa bet e 2011 gant Jérôme Michaud-Larivière. Barrek int e gennad ar rodoù-avel. Savet o deus ar pezh a vez graet Ar wezenn avel anezhañ (L’Arbre à vent e galleg). Da lâret eo ur framm kompozet gant degadoù a rodoù-avel bihan, evel deliennoù hag a brodu tredan. Ur wezenn hepken a c’hallfe produiñ tredan evit un ti a-bezh. Bras a-walc’h eo ar framm, 9,85 metrad uhelder hag un treuzkiz a 7,95 metrad. Sañset ez eo raktreset kentoc’h evit ar strollegezhioù lec’hel hag an embregerezhioù. Ur skouer vat eus ar pezh a c’haller ober e Breizh evit krouiñ implijoù, e-barzh ur gennad troet war-zu an dazont. Sed aze un embregerezh hag a ginnig produioù a-feson met mankout a rae arc’hant dezhe. Seurt embregerezhioù a rank bezañ sikouret gant ar galloudoù publik.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]