Sed aze ur skouer eus un aotre-bleniañ gant banniel Skos.
Skosiz a fell dezhe lakaat banniel Skos (Saltire) war o aotre-bleniañ e plas an Union Jack a riskl koll anezhañ rak er-maez lezenn e vefe.
Abaoe ar 6 a viz Gouere e vez embannet an aotreoù-bleniañ nevez gant banniel ar Rouantelezh-Unanet warne. Un diviz hag a oa bet kemeret e fin ar bloaz paseet evit kreñvaat ar santimant a unaniezh er Rouantelezh. An dra-se na blij ket d’an holl dud e Skos, hag un nebeud o deus divizet erlec’hiañ anezhañ gant banniel ar vro. Lod eus ar vlenierien a zo aet betek didroc’hañ ar banniel eus o aotre-bleniañ. Hag un embregerezh eus ar vro a werzh pegsunioù eus banniel Skos a-vent gant hini ar Rouantelezh-Unanet da lakaat en e blas.
Dileuridi ar gouarnamant breizhveuriat o deus kelaouet ar re a cheñchfe ar banniel e risklont da goll ar gwir da vleniañ. Hag ar re a zidroc’hfe ar banniel a ranko paeañ unan nevez gant un dell-gastiz ouzhpenn.
An dud a glemm war internet abaoe m’eo bet lakaet e pleustr. N’eo ket bet kelaouet mat an dud gant an arouez nevez-se war an aotre-bleniañ. Thomas Barbour eus Glasgow a lâr «em eus bet un aotre-bleniañ nevez peogwir em eus cheñchet chomlec’h hag em eus ar c’hast ag Union Jack warnañ. N’em eus ket votet evit se.» Ha n’eo nemet ur skouer eus an holl glemmoù a gaver war ar genrouedad sokial. Setu penaos e vez klasket sevel un identelezh, o rediañ an dud da gaout arouezioù na fell ket dezhe kaout. Traoù dister eo a lârfe tud ‘zo met ur banniel a zo un arouez eus ar re bouezusañ.
Ar memes aotre-bleniañ gant banniel ar Rouantelezh-Unanet.