Strolladoù dizalc’hour muianiverek en Inizi Feroe

_lavs_ka_Faroe_Islands

Parlamant Inizi Feroe e Tórshavn

D’ar 1añ a viz Gwengolo e oa aet ar maout gant ar strolladoù dizalc’hour en dilennadegoù kannad en Inizi Feroe. Naontek sez o deus tapet diwar dri ha tregont er Parlamant lec’hel. Ur cheñchamant gouarnamant a vo, kollet eo bet gant ar virourien. Met n’emañ ket dalc’h an dizalc’hiezh c’hoazh e penn an dud.

Ur c’hengevreadur zo bet savet gant strolladoù eus an tu-kleiz evit an dilennadegoù-mañ. E-pad ar c’houlzad kabaliñ ne oa ket bet lakaet ar gaoz kement-se war an dizalc’hiezh. Ha sur a-walc’h e vo ur gouarnamant gant tud a-du hag a-enep an dizalc’hiezh. Ar strollad kentañ eo ar Social Democratic Party gant 25,1% hag eizh sez. Aksel Johannesen, o fenn, a vo moarvat ar Maodiern Kentañ. Met ret eo dezhe sevel un emglev gant daou strollad da nebeutañ. An eil strollad, eus an tu-kleiz ivez hag evit an dizalc’hiezh, eo ar Republic Party gant 20,8% ha seizh sez.

Kollet ez eus bet sezioù gant ar strolladoù eus an tu-dehoù, pa vefent a-du pe a-enep an dizalc’hiezh. C’hwec’h sez evit ar Popular Party (evit an dizalc’hiezh) ha c’hwec’h ivez evit an Union Party (a-enep). War-lerc’h e chom c’hwec’h sez rannet etre tri strollad dizalc’hour bihan, pep hini gant daou sez: Progress (frankizour), ar Centre Party (mirour) hag ar Self-determination Party (sokial-frankizour). Da lâret eo ez eus muioc’h a gannaded bremañ er Parlamant hag a sav a-du gant an dizalc’hiezh. Ar pezh a zo, n’int ket a-du diwar-benn penaos ha pegoulz e vefe mat embann an dizalc’hiezh. Ha pouez Danmark e penn an dud a zo pounner c’hoazh. Neuze ne vo ket tizhet o fal diouzhtu gant an dizalc’hourien.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]