Norzh Katalonia a c’hallfe kaout ur statud goude an dilennadegoù rannvro

Catalogne nord 2

Komzet e vez kalz eus Katalonia e mediaioù Bro C’hall dre ma c’hallfe bezañ ur stad nevez en Europa, ma vefe trec’h ar strolladoù dizalc’hour en dilennadegoù o tont. Met en tu all d’an harz, war diriad ar Stad c’hall, ez eus ivez eus un tamm bro anvet Norzh Katalonia, distaget diouzh ar Su abalamour d’ar brezelioù bet etre ar rouantelezh gall hag ar rouantelezh spagn.

Evel-just n’he deus ar vro-se statud ebet hervez lezennoù Bro C’hall. Al lodenn vrasañ anezhi a zo lec’hiet e departamant Pyrénées Orientale. Gant ar rannvro nevez a vo mesket enni rannvro Midi-Pyrénées ha rannvro Languedoc Roussillon ez eus chañsoù bras e vefe beuzet Norzh Katalonia muioc’h c’hoazh eget hiziv, ha dianavezet.

Daou hent a zo evit difennourien identelezh Norzh Katalonia. Gallout a reont gortoz e vefe dizalc’h ar Su, ha stourm evit bezañ staget outi en-dro. Ne vez ket kavet stank an dizalc’hourien e Norzh Katalonia hiziv an deiz. Ha cheñch a rafe penn d’ar vazh ma vefe dizalc’h Katalonia en tu all d’an harz ? Den ne oar.

Un diskoulm all, aesoc’h da dizhout marteze, a zo bet kinniget gant Gerard Onesta. Emañ e penn ul lusk hag a vod ekologourien, komunourien ha stourmerien okitan evit sevel ul listenn hag a c’hallfe bezañ trec’h war ar PS en dilennadegoù rannvro e miz Kerzu er rannvro divent « Languedoc » nevez. Prometet en deus e kroufe – ma’z afe ar muiañ niver a vouezhioù gant e listenn – ur c’huzul ispisial evit Norzh Katalonia hag e vefe ret d’ar c’huzul rannvro goulenn e ali evit kement danvez a sello ouzh aferioù ar vro.

N’eo ket raktreset kement tra gant lezennoù ar Stad, met n’eo ket difennet kennebeut hag hervez Gerard Onesta ne vefe netra evit mirout anezhañ da reiñ buhez d’e raktres, nemet ma ne deufe ket a-benn kevredigezh Norzh Katalonia d’en em aozañ hec’h-unan evit sevel he c’huzul dezhi.

> Nil CAOUISSIN

Nil Caouissin est professeur d'histoire, de géographie et de breton. Il est conseiller régional de Bretagne depuis juin 2021. Il siège dans le groupe d’opposition “Breizh a-gleiz - Autonomie, écologie, territoires”.