Poazh eo ar Zelandiz-Nevez gant o banniel re heñvel ouzh hini Aostralia, re a dud a fazi etre an daou. Setu perak e oa bet lañset bloaz ‘zo un doare kenstrivadeg gant Maodiern Kentañ ar vro, John Key.
Hag ar genstrivadeg-se he deus graet berzh, ouzhpenn 10 000 kinnig o deus bet. Traoù a bep seurt evel-just, lod lu penn-da-benn ha kinnigoù sirius. D’al Lun 10 a viz Eost e oa bet diskuliet gant ar gouarnamant an 40 banniel a oa bet dalc’het gantañ. Kavet e vez alies ar radenenn arc’hant warne, arouez ar skipailh rugbi, met gwech ebet ar c’hiwi, al labous arouez ar vro. E miz Gwengolo e vo strishaet c’hoazh an dibab. Ur referendom a vo savet etre pevar banniel hag e miz Meurzh 2016 e vo ur referendom all etre ar banniel bet dibabet er referendom kentañ hag ar banniel a-vremañ. An daou referendom-se a gousto 15 milion a euroioù hervez ar New Zealand Herald. Gallout a rit ober ho mennozh war al lec’hienn-mañ.