Brezel ar sifroù e-barzh an FN

Meeting_1er_mai_2012_Front_National,_Paris_(58)

Marine Le Pen na baouez ket da embann par ma c’hall ez eo he strollad hini kentañ Frañs ! Peurliesañ ne ‘z a ket pelloc’h, daoust hag-eñ ez eo a-fed stourmerien pe a-fed mouezhioù, kement a draoù a zo da gemer e kont ez eo dibosupl embann un dra e-giz se. Ha nevez ‘zo e oa bet dislavaret gant Bruno Gollnisch e-unan.

Hervezañ e c’houzañvfe an FN ur gwir waderezh a-fed stourmerien. Ar pezh a vez dislavaret gant renerezh ar strollad. Evit Bruno Gollnisch n’eus nemet un abeg a c’hall displegañ an dra-se: ar brezel diabarzh etre Marine ha Jean-Marie. Stourmerien an FN a zo displijet-mik gant emzalc’h o frezidantez da geñver ar prezidant a enor. Ha diwar an dra-se e vez savet ur brezel nevez, hini ar sifroù. Jean-Marie Le Pen en doa gourdrouzet e verc’h e savfe un emsav e diabarzh ar strollad a-enep he folitikerezh.

Ur sizhun ‘zo e oa bet dizoloet sifroù ar c’hendalc’h dre lizher, hag evit Bruno Gollnisch e tiskouez splann ez a war gilaat an niver a stourmerien. E miz Here 2014 e oa ouzhpenn 83 000 ezel paeet o skodenn. Ur sizhun ‘zo pa oa bet kinniget ar statudoù nevez ne oant nemet 28 000 o vezañ votet diwar an 52 000 ezel raktreset. Unan eus ar statudoù nevez a ginnige lemel ar garg a brezidant a enor. Ar pezh en doa bountet Jean-Marie Le Pen da c’hervel e skoazelloù da chom hep votiñ hag eo bet heuliet gant 45% eus ar stourmerien.

Ha neuze e vefe an FN strollad kentañ Frañs ? E korf un nebeud mizioù ez eus bet kollet ouzhpenn 30 000 stourmer. Daoust hag-eñ e taler ouzh ur wagenn glas-mor ? En dilennadegoù darnel e oa bet kollet bewech gant an FN, muioc’h-mui a aferioù er justis a zo evit sternerien ar strollad, «skeudenn vodern» ar strollad na guzh ket ar foñs gouennelour hag estrengas. Tout se a ziskouez ez eo ar vot FN ur vot nagenner ha n’eo ket ur vot fiziañs er mennozhioù douget gant ar strollad-se. Neuze eo ret enebiñ outañ ha kavout an diskoulmoù a blijo d’an dud. Tud a zo kollet ha gallout a reer gounit o mouezhioù ma vez kinniget dezhe ar pezh a servijo en o buhez pemdez. Ha n’eo ket gant an FN e vez kinniget seurt diskoulmoù…

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]