Sañset e oa o vont da serriñ a-benn ar 15 a viz Eost. Met ar strilherezh wiski eus Pempoull a gendalc’ho da broduiñ. Un dra vat evit Breizh rak unan eus ar strilherezhioù wiski gwellañ ha brudetañ eo.
E miz Gouere e oa bet embannet gant kompagnunezh ar strilherezh artizanel Glann ar Mor, e Pleuvihan e-kichen Pempoull, e oa o vont da serriñ o annezadenn eno hag en em staliañ en ul lec’h bennak all, o tic’hoprañ c’hwec’h implijad. Unan eus wiskioù brudetañ Breizh a vez fardet gante, ar wiski Kornog.
Un diviz bet graet goude bet disklêriet dezhe gant Ensavadur broadel an orin hag ar c’halite (Inao e galleg) ne c’hallint ket kaout war o boutailhadoù al Lec’h orin gwarezet «Whisky breton» hag ar meneg «single mat». Ar meneg-se a vez priziet gant an holl dud sot gant ar wiski er bed a-bezh. Ret e oa dibab etre kaout ar meneg «single mat» hag a ro kalzik a arc’hant evit an embregerezh pe emezelañ d’al Lec’h orin gwarezet evit diskouez e teu eus Breizh o wiskioù.
Ur sapre kudenn neuze evit ar strilherezh artizanel. Ne c’hall ket o boutailhadoù bezañ eus Breizh ha «single mat». Ar strilherezh Glann ar Mor he deus nagennet reizhegezh al LOG rak ne sikour ket ar patrom armerzhel artizanel, diaes eo diorren gant seurt reolennoù. Hag e pep lec’h e vez lakaet war-wel lec’h orin ar wiskioù. Met dimerc’her paseet e oa bet lâret dezhe gant an ensavadur broadel e oa posupl kemm kaier ar c’hargoù ha neuze kaout ar gallusted da gaout an daou veneg war o boutailhadoù. Gant ar gemenn-se e c’hall neuze soñjal ar strilherezh kenderc’hel da broduiñ amañ er vro. Met teurel evezh a reont c’hoazh ma ne vefe ket ur cheñchamant adarre. Ha ret e vo dezhe memestra azasaat ar strilherezh ha koll daou c’hoprad…