Komiserdioù Kernev-Veur divyezhek !

9193160-large

Ur banell divyezhek e komiserdi Truro.

Divizet ez eus bet divyezhekat an holl banelloù er c’homiserdioù diwar skouer komiserdi Truro e kêrbenn ar vro hag a zo divyezhek dija.

Cheñchet e vo an holl banelloù tamm-ha-tamm, pa vo ezhomm da adneveziñ anezhe. Ur vouezh-aotreet eus ar polis e Devon ha Kernev-Veur en deus embannet e vint divyezheket pa vo graet ar cheñchamantoù-se. Soñjal a ra dezhe ne gousto ket muioc’h ar panelloù nevez, memes gant div yezh warne. Hag ar memes ment evit an div yezh, ar pezh a ziskouez e vez doujet ouzh an div yezh. Ur politikerezh a ranker meuliñ rak lakaat a ra ar c’herneveureg war-wel.

Ur yezh keltiek hag a zo komzet nemeur hiziv an deiz. Hervez ur sontadeg eus 2011 e vefe 557 den nemetken hag a gomzfe kerneveureg evel yezh-vamm, ur c’hant bennak dioute o chom e Londrez pe en Devon, ar peurrest er vro. Ar pezh a ra 0,1% eus ar Gerneveuriz pa ‘z eus 532 000 den o chom eno. E gwirionez n’eo ket zoken eil yezh ar vro goude ar saozneg, ar poloneg an hini eo gant hogos 2 000 den o kaozeal poloneg a-vihanik. Daoust d’an niver bihan a gomzerien ne vir ket oute mont war-raok, hag aze e vez gwelet n’eo nemet un afer youl. Gourc’hemennoù dezhe neuze !

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]