Izili Re Yaouank an UDB o kuitaat An Alre.
Etre ar Gwener 10 hag ar Meurzh 14 a viz Gouere e oa bet aozet ur gerzhadeg vras etre An Alre ha Sant Brieg gant Re Yaouank an UDB. Ar pal: difenn ur politikerezh evit an treuzdougen disheñvel, dreist-holl etre Norzh ha Su ar vro hag an trenioù. Ar pezh a vo difennet en dilennadegoù rannvroel a zeu. Distro war an oberenn gaer-mañ.
An Alre – Baod – Pondi – Loudieg – Pleneventer – Sant Brieg. Sed aze an tennadoù pennañ eus ar gerzhadeg bet graet war droad penn-da-benn. Aozet e oa gant Ar re Yaouank met estregete a veze kavet war an hent. Izili kevrennoù UDB all met ivez keodedourien dedennet gant ar gerzhadeg hag he fal hep bezañ e-barzh ur strollad politikel bennak. Ouzhpenn 140km a zo bet graet gant ar gerzherien, kemeret e oa bet hentoù a-dreuz gwech ha gwech all evit heuliañ ar muiañ ar gwellañ hent kozh an tren etre An Alre ha Sant Brieg. War ul lodennig hepken n’eus ket mui eus al linenn hent-houarn, war-dro Sant-Jelan etre Pondi ha Loudieg.
Un nebeud darvoudoù a zo bet aozet a-hed an hent, tabutoù da skouer. E brezhoneg e oa bet dalc’het an hini kentañ en Alre. Kalzik a dud a zo deuet da welet ha da gemer perzh. An dud a zo bet kurius a-hed ar sizhunvezh hag eo bet degemeret mat ar mennozh adsevel al linenn hent-houarn. Ur bochad tud o deus soñj eus ar pezh a veze gwerso. Ar santimant o deus da vezañ dilezet e kreiz Breizh, ar vro zo o c’houllonderiñ tamm-ha-tamm. Ne vez ket diorroet an treuzdougen eno kement-se hag evit mont d’An Oriant pe da Sant Brieg eo ret tremen dre Vrest pe Roazhon, ar pezh a dalv koll amzer ha paeañ muioc’h. Setu perak e oa bet laouen an annezidi gant ar raktres-se. Ar c’hazetennoù o doa komprenet an dra-se ha gwelet int bet ingal (paper, skingomz ha skinwel).
Bilañs ar pemp devezh-se evit Ar re Yaouank: plijadur oc’h ober anaoudegezh gant ar vro hag an dud o vevañ enni, levenez o klevet e vez degemeret mat o mennozhioù gant ar Vretoned ha spi evit an dazont !
Gallout a rit gwelet luc’hskeudennoù war lec’hienn Ar re Yaouank.