Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet zo o paouez embann ne vo ket digreizennet da vat Bro-Saoz. Ne vo ket roet muioc’h a c’halloudoù d’ar c’hêrioù ha d’ar c’hontelezhioù. Mebyon Kernow, ar strollad emrenour, a zo dipitet bras gant ar c’heloù-mañ.
Hervez Mebyon Kernow ne vez ket kemeret e kont c’hoantoù hag ezhommoù o fobl. Ar strollad en deus c’hoant e vefe krouet ur parlamant gant ar gwir da sevel e lezennoù dezhañ. Ar gudenn eo, estreget gouarnamant Londrez a zo a-enep reiñ muioc’h a c’halloudoù d’ar vroad keltiek bihanañ, Kuzul Kernev-Veur na c’houlenn ket kennebeut ar galloudoù-se.
Krog eo Bro-Saoz da gas ur preder diwar-benn an digreizennañ, evit gwelet peseurt galloudoù a c’hallfe bezañ roet da dakad-mañ-takad, kêrioù pe kontelezhioù. Studiañ a reont ar pezh a vefe ar pep spletusañ herveze. En soñj emaint reiñ un tammig muioc’h a c’halloudoù da Liverpool, Sheffield, Leeds, Yorkshire… Ar pezh a vefe roet dezhe ha da Gernev-Veur eo ur postadur arc’hant brasoc’h, met ket barregezhioù nevez. John Pollard, penn Kuzul Kernev-Veur, a sav a-du gant kinnigoù George Osborne hag e soñj dezhañ e vo gwellaet buhez e genvroidi.
Penn Mebyon Kernow, Dick Cole, en deus embannet e oa dipitet bras e strollad. Ha pase skuizh eo e vefe gwelet Kernev-Veur e-giz ur c’hontelezh e-barzh Bro-Saoz ha ket evel ur vroad. Hag ar fed o deus ezhomm da vezañ dispartiet mat ez-lezenn eus ar c’hontelezhioù all evit kaout ur gwir wirvoud e-barzh ar Rouantelezh-Unanet. Ha ne wel ket petra muioc’h a c’hallfe bezañ roet dezhe gant gouarnamant Londrez…