Adreizh douar Skos: kinnigoù kreñv an SNP

23546576878.si

 

Scotland’s land must be an asset that benefits the many, not the few” eme Nicola Sturgeon. He strollad zo o paouez embann ur raktres adreizh evit an douar hag a zo termenet evel «radikal». Un hanter eus ar vro a zo perc’hennet gant 432 familh. Poent eo cheñch penn d’ar vazh hervez an Vaodiernez Kentañ.

Pal an adreizh nevez-mañ a vefe ledanaat perc’henniezh an douar er vro. Lakaet e vo an dud da werzhañ o douaroù ma nac’hont hen ober, douaroù hag o deus un dalvoudegezh evit an diorren ekonomikel. Taget e vez gwirioù-dreist a zo bet roet gant John Major e 1994, ret e vo en-dro d’ar berc’henned paeañ un taos war o douaroù a servij evit dudioù e-giz ar chaseal pe ar golf. An arc’hant adtapet a-drugarez d’an taos-mañ a servijo da bostañ muioc’h a arc’hant evit ar Scottish Land Fund, 3 milion a lurioù ar bloaz-mañ, 10 milion ar bloaz a zeu. Servijout a ra an arc’hant-mañ da brenañ douaroù nevez. Un nebeud kinnigoù all a vo evit sklaeraat an titouroù war an douar, e berc’henn hag e dalvoudegezh. Gouarnamant Skos en deus evel amkan doubliñ an niver a zouaroù e perc’henniezh kumuniezhel eus 500 000 hektar d’ur milion e 2020. E-pad dek sizhun e vo graet ur guzuliadenn evit kaout savboentoù an holl.

Ar virourien a sav a-enep krenn. Lâret a reont e vez laeret an douaroù digant ar berc’henned hag e vez taget an ekonomiezh hag a zo diazezet war an dudioù a zo war an douaroù-se.

En em zifenn a ra an SNP, Richard Lochhead Sekretour an Aferioù Maezioù a lâr: «Ne vez ket laeret an douaroù, rummet e vez an tiriadoù e-lec’h ma vez lakaet skoilhoù gant ar re a berc’henn an douar evit diorren ekonomikel ar vro, ar pezh a zo en interest an holl.»

Ouzhpenn-se emañ en soñj Parlamant Skos paouez da gas ul lodenn eus arc’hant douaroù ar Rouanez. Chom a rafe etre ur milion ha daou vilion a lurioù er vro e-lec’h bezañ kaset da Londrez. Hervez ar Parlamant «arc’hant douar Bro-Skos evit Bro-Skos».

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]