Peseurt anvioù evit ar rannvroioù nevez ?

noms régions

An adreizh tiriadel bet votet ar bloaz paseet n’eo ket peurc’hwitet c’hoazh. Mankout a ra an anvioù nevez a vo ret kaout a-benn ar 1añ a viz Here 2016 evit ouzhpennañ al lu d’ar vezh. Ya, diaes eo evit ar c’huzulioù nevez kavout un anv a blijfe d’an holl hag a glotfe gant an tiriad. Skouer ar rannvro PACA n’eo ket evit o frealziñ.

Pa oa bet kinniget raktres ar rannvroioù nevez gant ar gouarnamant e oa bet laosket a-gostez a-ratozh kraf an anvioù nevez. War-bouez rannvro Normandi (an tiriad istorel ez eo) ez eus kudennoù en holl rannvroioù evit an anvioù. Kinnigoù a bep seurt zo bet graet dija. Lod evit farsal pe evit ober goap eus an adreizh e-giz: Chamallo evit Champagne-Ardenne-Alsace-Lorraine, Aquipoisin pe Apoil evit Aquitaine-Poitou-Charentes-Limousin,… Mod-all ez eus ivez Reter Bras evel ma oa bet kinniget ar C’hornôg Bras hag ez eus dija rannvro Kreiz. Anvioù didalvoud ha dister. Eus pelec’h e teu ar gudenn ? Anat eo, tiriadoù artifisiel int. Ar rannvro PACA he doa klasket cheñch hec’h anv en amzer-dremenet goude bezañ komprenet ne oa ket brav an anv ofisiel hag aes eo ober goap outañ. Kinniget e oa bet Provañs pe Kreizdouar met tud an Alpoù ne oant ket a-du, o welet e oant forc’het gant an anv. Ar statu-quo zo bet divizet, re ziaes cheñch.

Petra a vo graet gant gouarnamant Pariz neuze ? D’ar 1añ a viz Genver 2016 e teuio da wir ar rannvroioù nevez ez-ofisiel, un nebeud sizhunvezhioù goude an dilennadegoù rannvroel. Hag ar gouarnamant a zivizo d’an diwezhatañ tout an anvioù nevez ofisiel d’ar 1añ a viz Here 2016 gant un dekred Kuzul Stad. Ar rannvroioù nevez a c’hallo kinnig meur a anv d’ar gouarnamant, betek ar 1añ a viz Gouere 2016, met ar ger diwezhañ a vo gantañ. Lod eus ar rannvroioù o doa embannet o c’hoant da c’houlenn savboent ar bobl evit an anv nevez. An disoc’hoù ne vint ket ofisiel, ar gouarnamant a c’hallo dibab un anv all ma fell dezhañ. Evit poent e lâr al lezenn e vo anvioù ar rannvroioù nevez tennet eus ar rannvroioù kozh, lakaet en urzh lizherennek, da skouer: Bourgogne – Franche-Comté. Anvioù hir spontus e vo. Kreizennadur Bro C’hall en e splannañ. Ha diskouez a ra c’hoazh pegen lu ha c’hwitet eo bet adreizh an tiriadoù…

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]