Ar Marianne e Brest.
Derc’hent dec’h e oa bet degemeret ar vag Marianne e porzh Brest. Ur vag hag a yelo betek Palestina evit terriñ ar blokus aozet gant Israel.
E-giz e 2011 e vez aozet ar bloaz-mañ ur c’houlzad all a-enep ar blokus. Teir bag eus ar mare-se ha reoù all a glasko terriñ ar blokus en-dro. Unan a oa erruet derc’hent dec’h e Brest. Ar Marianne zo ur vag norvego-svedat kemeret e fred gant stourmerien eus ar broioù-se, aet kuit diouzh Sveden d’an 10 a viz Mae evit kemer perzh er flotille de la Liberté. Ar gevredigezh France-Palestine Solidarité – 29 he doa pedet an dud da zegemer ar vag-mañ war gae La Pérouse. Pemp den a zo war ar Marianne hag evit bep tennad e vez un den brudet. Ar vag a adkavo bigi all er mor Kreizdouar a-benn nebeut. Spi o deus e teuint a-benn ar wech-mañ da dremen e-biou arme Israel. Ar blokus zo er-maez lezenn ha ret eo lakaat un termen dezhañ an abretañ ar gwellañ. Gwirioù Palestiniz Gaza n’int ket doujet, ne c’hallont ket implijout o frankiz da fiñval. Ha kudennoù yec’hedel ouzhpenn a zo, abalamour d’an distrujoù graet gant Tsahal, an dour n’eo ket mat da evañ, mankout a ra trelosk evit ar greizenn dredan, mankout a ra ar pep retañ evit kaout ur vuhez dereat evit annezidi Gaza (1,8 milion a dud). Hag ar Stadoù-Unanet hag Unvaniezh Europa a chom mut…