Disul dremenet e oa bet skignet un teul-film dibar e-barzh an abadenn Bali Breizh, anvet Paotred al loc’h. Buhez daou baotr, tro-dro da 50 vloaz hag asambles abaoe ouzhpenn 25 bloaz. Ronan Hirrien a oa bet o filmañ anezhe ar bloaz paseet.
N’eo ket bemdez e vez gwelet seurt traoù er skinwel brezhonek. N’eo ket sur zoken ez eus bet gouestlet un teul-film e brezhoneg d’an heñvelreizhidi c’hoazh. Yann-Bier ha Fulub a gont o istor karantez deomp, kozh a 25 bloaz. Emaint o chom e Kreiz-Breizh, e Purid-Kintin. Yann-Bier zo kelenner ha Fulub skolaer. Brezhonegerien an daou. Gwelet e vezont en o buhez pemdeziek, en o zi, en o farkeier, gant o mignoned pe o familh. Displegañ a reont o c’hejadenn, penaos eo bet o buhez dibaoe, e Kreiz Breizh, o santimantoù hag an diaesterioù o doa bet. Pakset int bet da gentañ ha dimezet abaoe ar bloaz paseet. Digoret o deus da vat o c’halon en un doare simpl ha naturel. Fromus ha brav ken-ha-ken eo an teul-film. Kalonek int bet o vezañ asantet da vezañ filmet evit ar skinwel. Ma n’ho peus ket bet tro da welet, klikit war al liamm.
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !
