Take us with you Scotland.

#TakeUsWithYouScotland

Disoc’h an dilennadegoù diwezhañ e Bro-Saoz n’en deus ket graet plijadur d’an holl. Miliadoù a dud e norzh Bro-Saoz o doa implijet an hashtag «take us with you Scotland» evit embann o c’herse o welet e oa aet ar maout gant ar virourien. Hag ar vroadelourien skosat d’o degemer evel-just.

Ouzhpenn 24 000 gwech e oa bet twittet an hashtag nevez-mañ e kêrioù norzh Bro-Saoz. A-viskoazh e oa bet ur c’hreñvlec’h evit al Labour ha lod eus ar c’hêrioù zo chomet c’hoazh dibaoe ar sizhun baseet. Lod eus ar wiaderien a implij an hashtag evit farsal met lod all en un doare sirius a-walc’h. Goude an tabutoù skinwel etre pennoù-bras ar strolladoù pennañ er Rouantelezh-Unanet e oa bet klasket war Google gant miliadoù a Saozon «penaos votiñ evit an SNP». Evit abegoù anat ne oa ket tu d’ar Saozon votiñ evit an SNP met diskouez a ra mat ne chom ket diseblant ar Saozon (dreist-holl ar re eus an tu-kleiz) ouzh kinnigoù ar vroadelourien skosat. Hag un diforc’h a reont etre an dizalc’hiezh eus un tu hag ar raktres kevredigezh a ginnigont eus un tu all, kalz muioc’h gwarezer ha sokial evit hini ar virourien. Ur sinadeg zo bet sinet gant ouzhpenn 35 000 den eus Bro-Skos ha norzh Bro-Saoz evit goulenn e vefe staget norzh Bro-Saoz ouzh Bro-Skos. Stourmerien an SNP a zegemer an dra-se gant mousfent. Ross Colquhoun, strategour SNP evit ar genrouedad sokial en doa twittet: “2014: #LetsStayTogether 2015: #TakeUsWithYouScotland. What a difference a year makes”.

_82993393_thea1earliertoday Liamm evit ar sinadeg

Mammenn: BBC Scotland

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]