D’ar 27 a viz Ebrel en doa disklêriet François Hollande en Alençon (Orne) e vo digoret seizh kreizenn « servij-soudard a-youl vat » er Frañs. Amkan ar stignad-mañ : sikour ar re yaouank en diaester da gavout ul labour.
Sifroù diwezhañ an dilabour e miz Meurzh n’int ket mat c’hoazh. Kresket en deus un tammig, 0,4% muioc’h, ar pezh a ra 15 400 a dud enskrivet ouzhpenn e Pol Implij. Hag ar re yaouank zo tizhet muioc’h c’hoazh, 1% a dud dilabour ouzhpenn. François Hollande a seblant berr e ziskoulmoù evit stourm a-enep an dilabour. Koulskoude e oa bet lakaet e pleustr kalzik a stignadoù dija : implijoù dazont, kevratoù rummadoù, kevratoù skoazellet, gwarantiz ar re yaouank… Ne cheñch netra ha berroc’h-berrañ an amzer a-raok an dilennadegoù e 2017. Soñj ho peus eus unan eus promesaoù François Hollande, ma n’eo ket eilpennet krommenn an dilabour a-raok 2017 ne ‘z aio ket war ar renk.
Kinnig a ra neuze lakaat e pleustr ur stignad a zo e plas e Tramor abaoe 1961 anvet « servij-soudard azasaet ». Er bennvro e vo anvet « servij-soudard a-youl vat ». Tost ugent vloaz goude fin ar servij-soudard e teu en-dro. Ministrerezh an Difenn a raio war-dro ar servij nevez-mañ. Ar c’hreizennoù a zegemero tud yaouank etre 18 ha 25 bloaz evit kinnig dezhe stummadurioù micherel liammet ouzh ezhommoù ar gennadoù en diaester e-giz ar sevel tiez ha labourioù foran pe al letierezh. Etre 6 ha 12 miz e vint maget e-barzh kazarnioù, gwisket gant unwiskoù ha meret gant soudarded. O stummadurioù a vo liammet ouzh embregerezhioù publik pe prevez bras evel ar SNCF.
Gallout a reer en em c’houlenn perak ez eus ezhomm eus an arme evit sikour ar re yaouank da gavout ul labour ? N’eo ket evit mont da soudard ar c’hreizennoù-se peogwir e vez heuliet stummadurioù klasel, a bep eil e-barzh embregerezhioù. Daoust hag-eñ n’eus ket dija stignadoù pe stummadurioù e plas o defe ezhomm da vezañ kemmet pe sikouret e-lec’h krouiñ un dra ouzhpenn ? Pe marteze eo evit kalonekaat ar re yaouank da vont da soudarded. N’ho peus labour ebet ? Bezit soudard ! Eus an holl rannvroioù eo Breizh a ro ar muiañ a soudarded d’ar Frañs (departamant ar Morbihan dreist-holl). Un implij dazont evit ar Vretoned ?