Tri aotre dibar enklaskoù mengleuziañ (PERM) zo bet fiziet e Breizh gant an embregerezh Breizh Ressources, didrouz-kaer. Plediñ a ra gant un dachenn ledet war 42 kumun hag en tu all da 850 km² koulskoude. Ha daoust m’eo dallet trowardroioù ar raktres, en em vodet eo ar geodedourien evit mirout …
Lenn / LireKeith Barron : un Indiana Jones ar c’hiz nevez o klask aour e Breizh
E 2023 e oa bet ar start-up Breizh Ressources o fiziañ didrouz-kaer tri goulenn aotre mengleuziañ war 42 gumun etre Breizh ha Maine-ha-Liger. En-ofisiel emañ an embregerezh diazezet en Oriant gant ar spi kavout aour hag un daou-ugent maenad all. En tu all d’an embregerezh e kaver ur geologour klasker …
Lenn / LireE Groñvel emañ an embregerezh Imerys o c’hounit un toullad arc’hant
En tu all d’ar skeudenn a embregerezh familh ez eo Imerys Groñvel unan eus ad-embregerezhioù un impalaeriezh finañsel gwall ledan. En e benn e kaver rumm ar re Frère hag ar re Desmarais. Pell eo neuze ar pennoù-bras diouzh ar reuz sokial, pa c’hell ar renerien gounit milionoù a euroioù …
Lenn / LireE Aodoù-an-Arvor emañ Imerys o terriñ an demokratelezh lec’hel
E Groñvel, e Kreiz-Breizh Aodoù-an-Arvor, eo ledet tamm-ha-tamm levezon ar gompagnunezh etrevroadel Imerys, en ur glask reiñ outi hec’h-unan ur skeudenn pozitivel, kement ha lakaat an dud da asantiñ ouzh he mengleuz andalouzit hag hec’h astenn. Met krog eo an daolenn da deñvalaat diwar taolioù kreñv enebiezh ha reuz kreñv …
Lenn / LireGant mengleuz Imerys ez eo kontammet mirva naturel Groñvel
Ur c’hard eus andalouzit ar bed a vez produet ha puraet e Groñvel gant an embregerezh etrevroadel Imerys. Ha p’emañ ar Stad o paouez reiñ aotre d’an embregerezh da genderc’hel da vengleuziañ betek 2044, ha da doullañ ur poull eztennañ nevez, setu m’eo dezrevellet disoc’hoù dielfennadurioù bet goulennet gant Splann !. Kontammet eo …
Lenn / LireCooperl : ur c’hoant kreskiñ diwar goust an desaverien
En tu all d’an daou di salezonoù bet serret, bilañsoù diwezhañ kontoù ar C’hooperl ha meur a lizher diabarzh a ziskouez splann diaesterioù ekonomikel meur oberour pennañ ar sevel moc’h er Frañs. Hervez an desaverien hag an arbennigourien ez eo disoc’h ugent vloaz postadurioù arc’hant e-barzh obererezhioù pelloc’h-pellañ diouzh ar …
Lenn / LireCooperl : un toull-bac’h alaouret evit ar saverien moc’h
Miz Here 2023. Prederiet eo un toullad eus saverien moc’h ar C’hooperl ouzh mont en-dro o c’hevelouri. Boued, louzoù evit al loened, gouennoù moc’h : gant brasañ kevelouri sevel moc’h ar Frañs e vez lakaet da redioù an darn vras eus an dibaboù teknikel. Daoust d’ar goulennoù groñs-se, ha da briz …
Lenn / LireCooperl : enklask war un embregerezh moc’h ramzel
Digoradur enklask diwezhañ ar media Splann ! Pell-mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh an hini bet savet e 1964 e Lambaol, pa ne oa da gentañ penn ken met ur strolladig 25 saver moc’h. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel, ur gevelouri a gaver enni 83 kevredad, en …
Lenn / LireStalioù labour-douar bras divent savet e-skeud ar selloù
Pa vez erru ouzhpenn 180 hektar gant un ti-feurm e vez re vras evit servijoù ar Stad. Koulskoude ez eus lod gant muioc’h eget 1.000 hektar, da lavaret eo kement ha gant 20 ti-feurm diouzh ar vent dre geidenn. Tamm-ha-tamm ez a diwar wel al labour-douar familh evit lezel ar …
Lenn / LireMererien an tachennoù labour-douar ne vezont ket klevet kalz
Ar Safer zo mestr war gwerzh ar parkeier e Frañs. Erru eo skuizh koulskoude pa ne zeu ken a-benn da virout ouzh rastellerezh an douaroù labour-douar, na da staliañ 1.000 labourer-douar ar bloaz, evel ma fell da Rannvro Breizh. « Brokerezh ar sindikadoù » zo un harp d’ar giz kreskiñ hag astenn …
Lenn / Lire
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !